Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de site -
Consobreizh, ul lec'hienn nevez evit beveziñ mod Breizh
Deuet eo war-wel ul lec'hienn internet nevez evit ar vevezerien hag an embregerezhioù : www.consobreizh.com Ar mennozh Kinnig a ra Consobreizh embregerezhioù Breizh d'ar vevezerien dedennet gant ar « made in Breizh
Mathieu Guihard pour Consobreizh le 6/12/12 23:29

Deuet eo war-wel ul lec'hienn internet nevez evit ar vevezerien hag an embregerezhioù : www.consobreizh.com

Ar mennozh

Kinnig a ra Consobreizh embregerezhioù Breizh d'ar vevezerien dedennet gant ar « made in Breizh » hag ar « beveziñ mod Breizh ». Pa vevezomp e taolomp pled ouzh ar priz, ar c'halite, an neuz… ha meur a dra all evit ober hon dibab a c'hall cheñch hervez an dud. Sellout a reomp ivez muioc'h-mui ouzh an talvoudegezhioù zo stag an traoù ouzh ar produioù hag ar servijoù a brennomp. Talvoudegezhioù armerzhel, sokial, kevredigezhel pe endroel e c'hallont bezañ. Fellout a ra deomp kaout titouroù treuzwelus, ar pezh a glaskomp muioc'h-mui war internet e lec'h ma dielfennomp, keñveriomp, displegomp… Kaoz e vez eus an enkadenn, al labour, an dilec”hiadurioù. Stankoc'h-stankañ eo ar re a fell dezho beveziñ e-touez embregerezhioù ar vro. Gwellout a reont meur a splet enni :

- dibab kalite ar produioù ha fiziañs er servijoù. Anavezet eo an dud a-vicher breizhat evit bezañ poanierien ha tud pervezh,

- harpañ an implij e Breizh, dre brenañ traoù digant embregerezhioù a laka an dud da labourat er vro,

- harpañ chemet embregerezhioù Breizh a rank bezañ talvoudekaet, treuzkaset ha diwallet,

- dibab embregerezhioù o deus doujañs ouzh an endro hag ar yec'hed.

- embregerezhioù renet o obererezh gant gwir al labour ha gwarez al labourerien, ar pezh n'emañ ket atav an traoù evel-se evit embregerezhioù ar broioù all.

- sevel a-du gant spered stroll ar Vretonned, skoueroù istorel a zo ar genwarezouriezh hag ar gevelourioù,

- diskouez brogarantez armerzhel, peogwir e karer Breizh ha mat pell zo.

Ar pal n'eo ket beveziñ produioù 100% fardet e Breizh (ar pezh a zo dibosubl peurliesañ), difenn an talvoudegezhioù-se pouezus evit ar vevezerien ne lavaran ket. Komprenet mat o deus an dra-se an embregerezhioù breizhat.

Met e milendall ar produioù hag ar servijoù a vez kinniget dimp e vez diaes alies bezañ bevezerien vreizhat dre ma n'eo ket klok na sklaer ar c'helaouiñ pe dre ma vez re anezhañ. Evit an dra-se eo e sikour Consobreizh ar vevezerien da welet sklaeroc'h an traoù, dre lakaat anezho da anavezout muioc'h embregerezhioù ar vro e holl tachennoù ar bevezerezh boutin. Sklaer eo n'eus ket par d'ul lec'hienn evel Consobreizh.

Al lec'hienn

Al lodenn vrasañ eus al lec'hienn a ginnig embregerezhioù Breizh e gennadoù ar bevezerezh boutin, estreget ar boued zo avat : ar gened, an embann, an treuzdougen, ar c'hiz, an artizaned, an ti hag e ginklerezh, an arrebeuri, ar c'hoarielloù ha c'hoarioù hag all, en holl un daou-ugent bennak anezho.

Ouzhpenn-se e kinnig Consobreizh Sturlevr ar Vevezerien. 6 rubrikenn bleustrek a zo ennañ evit poent :

- an deiziadoù talvoudus evit ar goañv-mañ,

- programmoù ar skinwel hag ar skingomz diwar-benn ar beveziñ,

- holl deizioù marc'hadoù kêrioù Breizh ouzhpenn 8 000 a annezidi,

- frouezh ha legumaj ar mare rannet dre viz,

- alioù Yann Bratik,

- troioù-micher Soazig Mailh.

Yann Bratik ha Soazig Mailh zo tudennoù a zo a-berzh ar vevezerien vreizhat. Reiñ a ra Yann alioù evit beveziñ a-feson. Estreget an alioù klassel-mañ e tispleg ivez d'ar mare-mañ pep tra diwar-benn an eog mogedet. Gwir eo emañ o tostaat gouelioù fin ar bloaz. Soazig Mailh a zispleg troioù-micher evit ar vuhez bemdez. Da skouer emañ o kontañ deomp evit bremañ penaos anavezout ar produioù dañjerus a drugarez d'ar pezh a vez skrivet war an tikedennoù.

Graet eo bet al lec'hienn evit bezañ gweladennet stank evit lakaat an embregerezhioù da vezañ brudet gwelloc'h evel embregerezhioù breizhat. Pouezet e vez war al labour evit ma vefe hi meneget mat gant al luskerioù enklask.

Un engouestladur

Divyezhek eo al lec'hienn galleg-brezhoneg penn-da-benn, da lavaret eo e c'hall Yann Wiader surfiñ er memes doare ha gant ar memes titouroù en div yezh. Ral awalc'h eo war ar genrouedad evit bezañ meneget. Ouzhpenn-se e tigas Consobreizh ar brezhoneg war meur a zachenn dedennus : ar bevezerezh ha buhez bemdeziek an dud, hag ivez an embregerezhioù hag ar vuhez armerzhel ha sokial. Sikour a ra da vastañ un ezhomm anat eus ar yezh da vevañ er vuhez vicherel kenkoulz ha prevez.

Anat deoc'h, mont a ra en-dro Consobreizh war 5 departamant Breizh : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Mor-Bihan. Ar pezh a ra en holl tost da 4 milion hanter a dud (mui an diaspora ha pep hini dedennet gant ar « beveziñ mod Breizh ») ha tost 200 000 embregerezh. Evit Consobreizh hag e gevelerien eo un afer a gempoellded.

12 deiz goude bezañ kroget ganti ez eus dija ur pempzek embregerezh bennak war Consobreizh. Bez 'zo ivez ouzhpenn 650 fan e-barzh e strollad Facebook( (voir le site) Loc'het eo bet ur c'hont twitter ivez ( (voir le site)

logo
Kinnig a ra ConsoBreizh embregerezhioù Breizh d'ar vevezerien hag d'an dud a-vicher. Reiñ a ra ivez titour talvoudus evit beveziñ "mod Breizh". Divyezhek galleg brezhoneg penn-da-benn eo e borchal internet. Evit lakaat e anv d'al lizher kelaouiñ bep 6 miz pe kinnig un embregerezh, ur produer, un artizan, grit gant pajenn darempred e lec'hienn. Perak beveziñ "mod Breizh", prenañ "mod Breizh, pourchas "mod Breizh" ? War e lec'hienn emañ ar respont :
Gwelout pennadoù all Consobreizh
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 4) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons