Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Chom a ra 3 devezh a-raok an eil Redadeg !
Chom a ra 3 devezh evit sevel an dud, 3 devezh evit bezañ stank, miliadoù a dud war an hentoù. Chom a ra 3 devezh evit ma vo gwerzhet pep km eus an hent, ha diskouez uhel hor youl da gas hor yezh war-raok. Adalek an 10 betek ar 15 a viz Mae redomp asambles stank war hentoù Breizh evit diskouez ez eo bev-buhezek hor yezh !
Jean-Michel Sanner Par Ar Redadeg le 6/05/10 3:16

Chom a ra 3 devezh evit sevel an dud, 3 devezh evit bezañ stank, miliadoù a dud war an hentoù. Chom a ra 3 devezh evit ma vo gwerzhet pep km eus an hent, ha diskouez uhel hor youl da gas hor yezh war-raok. Chom a ra kilometroù da brenañ.

Ar Redadeg zo un digarez eus ar c'hentañ evit ar Vretoned da ziskouez pegen tomm eo o c'halonoù ouzh ar brezhoneg, gant levenez, startijenn ha plijadur. Savomp klaoustre ma vo gwerzhet 1.200 km an hent, savomp klaoustre ma vimp miliadoù ha miliadoù war an hentoù.

Adalek an 10 betek ar 15 a viz Mae, redomp asambles stank war hentoù Breizh evit diskouez ez eo bev-buhezek hor yezh !


Skipailh aozourien Redadeg 2010


Evit gouzout hiroc'h :
darempred [at] ar-redadeg.org
(voir le site)   ar Redadeg
(voir le site) facebook


Ar Redadeg
BP 15
35310 Morzhell

Voir aussi :
logo
Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc’hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ. Ganet e 2008, un darvoud a bep eil bloaz eo. An trede Redadeg a oa e miz Mae 2012, eus Brest da Zouarnenez Redek a reont milliadoù a dud, noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh. Redadeg a-eilek km ha km a-hed 1500 km, ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d’egile hag a vez lennet en degouezh. Un darvoud ar un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Aozet e vo e 2014 eus Montroulez d'ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d'ar Sadorn 31 a viz Mae. ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles - 09 61 20 26 11
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons