- Annonce -
C’hoarioù Breizh er c’hoarioù olimpek ?
Kalz a c’hoarioù a veze graet gant ar Vretoned gwechall. Koazhet int, met klasket e vez adsevel anezhe memestra… Betek dont da vezañ sportoù olimpek ?
Par Florent Grouin pour BREZHOWEB le 24/07/24 12:19
Ar c’hoarioù olimpek e Pariz, piv ‘neus ket klevet komz deus an dra-mañ c’hoazh ?
Skipailhoù deus ar bed a-bezh a vo eno evit kenstrivañ… Un toullad Bretoned a vo ivez, met e touesk ar sportoù ofisiel ne vo ket hini ebet deus hor c’hoarioù hengounel.
Petra eo ar reoù-se, peseurt mod ‘vezont treuzkaset ha daoust hag ur chañs ‘vo da welet anezhe un deiz bennaket er JO ?
Setu ‘pezh en deus gwelet Dewi er 4 munud e Breizh-mañ !
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ.

Voir aussi sur le même sujet :

An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Vos 0 commentaires