An darn vrasañ eus an danevelloù embannet en torkad-mañ a oa bet embannet er gelaouenn Al Liamm etre 1998 ha 2007. An ostaleri hanter-hent a oa bet embannet da geñver

An darn vrasañ eus an danevelloù embannet en torkad-mañ a oa bet embannet er gelaouenn Al Liamm etre 1998 ha 2007. An ostaleri hanter-hent a oa bet embannet da geñver Gouel al Levrioù e Karaez gant Egin ha Triboluc'hañs a oa bet embannet gant ar Falz en e gannadig "Maen Lemmañ"... Ma 'z eus anv eus Cheesburger en titl n'eo ket evit meuliñ ar bouedaj-se met abalamour d'ar yaouankizoù a zo kaoz anezho en torkad-mañ ha Yod silet abalamour d'ar rummad tud koshoc'h a gejer ganto aliezik a-walc'h ivez.

La plupart des nouvelles de cet ouvrage ont été éditées dans la revue Al Liamm entre 1998 et 2007. An ostaleri hanter-hent fut éditée lors du Salon du livre de Carhaix par Egin et Triboluc'hañs fut éditée par Ar Falz dans "Maen Lemmañ"... Si l'on parle de Cheeseburger dans le titre, ce n'est pas pour louer cette nourriture, mais pour représenter la jeunesse présente dans ce recueil et Yod silet (bouillie d'avoine) représente les gens plus âgés qui les rencontrent assez souvent.

15 € (+ 10 % de la somme pour les frais de port) - 368 pages ISBN 2-7368-0074-1 diffuseur: Coop Breizh

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus