150 vues
Koadri : koad e kreiz tri hent,Koadri, templ pagan da gentan, ha da c'houde unan eus ar chapelioù bravan bro Gerne
Koadri : koad e kreiz tri hent, Koadri, templ pagan da gentan, ha da c\'houde adsavet gant un Aotrou a oa deuet a-benn eus an terruplan den oa er vro, lazhet gantan daouzeg gwreg. Maenigoù Koadri zo anavezet er bed a-bezh : o tougen unan anezho en ho chakod e c\'hellit chom yac\'h, gwarezet da vezan anrajet pe tizhet gant ar gurun.
Koadri hiziv a zo bet renevezaet, 300 000 euro a zo bet lakaet evit adlivan livadurioù Fischer deuet e XIXvet kantved da livan diabarzh ar chapel. Meskaj etre oberenn an arzour deuet eus Elsass ha treustoù ar Grennamzer, gant delwennoù brav ken ken, hag ouzhpenn hentet e oa an dud e brezhoneg gant un den leun a fent, prezident Komite ar chapel : Remi. Berzh en deus graet ar rallye e brezhoneg aozet hiziv gant Isa, skoliadez kentelioù noz Kemperle.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !