Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Chaokañ mizer: un nevezenti war stand Kuzul ar Brezhoneg
Chaokañ mizer: un nevezenti gant Flann O'Brien, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh. Istor Bonaparte O'Coonassa, bet ganet e Corkadoragha, kêriadenn ijinet e Kornôg Iwerzhon, brav eston an endro, met paour-razh an
Hor Yezh Mouladurioù Par Mouladurioù Hor Yezh le 21/10/14 17:42

Chaokañ mizer: un nevezenti gant Flann O'Brien, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Istor Bonaparte O'Coonassa, bet ganet e Corkadoragha, kêriadenn ijinet e Kornôg Iwerzhon, brav eston an endro, met paour-razh an dud o chom enni. Ur flemmskrid hag a lakaas fulor-ruz da darzhañ e-touez ar re a oa stad enno o vezañ difennourien ar gouezeleg hag an hengoun.

« Mizer a c'houzañvemp, gwech gant un aval-douar en hor genoù, gwech gant netra nemet gerioù gouezeleg flour… »

Setu roet ton flemmskrid diroll leun a fent du Flann O'Brien. Deomp da glevet danevell Bonaparte O'Coonassa en e barrez reuzeudik Corkadoragha, bro ar vizer du hag ar glav-pil diehan.

« Sed aze ur gwir skrivagner, spered gwir ar fent gantañ… » evel ma lavare James Joyce. Ul levr fentus ma 'z eus unan ! 

Troidigezh: Kristian Braz

Tresadennoù (gwenn & du) gant Patrick Lefko.

146 p. ; 11 x 18 cm ;

12 ¤

ISBN : 978-2-86863-172-5

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons