Kevrenn Mell-droad Gouezelek an Naoned Studier Kleub http://www.nantesgaa.org a zalc'h gant ar Beach Gaelic en ur ginnig adarre ar bloaz-mañ un tournamant digor d'ar c'hleuboù ha d'ar skipailhoù deraouidi war draezhenn Pornizhan.
Ar Beach Gaelic a zo staliet mat war dalbenn atlantel ar Stadoù-Unanet http://www.beachgaelic.com/new/home.asp?menuid=1 , pa chom c'hoazh nebeut anavezet en Europa. Pleustret e vez war traezh sec'h, war un dachenn c'hoari kevatal d'ar re vell-zorn. Ar reolennoù a cheñch nebeut diouzh re ar Vell-droad Gouezelek, ober a reont diouzh ar gorre tra ken.
Berzh en doa graet an degouezh e 2008, o vezañ m'he doa bodet 70 c'hoarier o tont eus Breizh, Pariz pe Bro-Iwerzhon. An tournamant-mañ a ro tro da zizoleiñ ar Vell-droad Gouezelek e Bro-Naoned ha war aod al Liger, e-barzh ur framm sport ha sevenadurel, ha dudius dreist-holl. Rak-se ez eus pedet skipailhoù deraouidi da gemer perzh en tournamant, hag un trofe ispisial a vo deroet ar bloaz-mañ d'an hini wellañ anezho.
Kleub Naoned a zo e penn ar pleustr-se en Europa. Heuliadennoù an tournamant 2008 o doa kaset un toullad skipailhoù iwerzhonat d'en em soñjal war ar pleustr dibar-se (Da c'houde ur gelaouadenn bet skignet en nevez-amzer 2008 gant ar skinwell iwerzhonat peurgetket). Ar challenge-mañ a zo anezhañ ar gevezadeg Beach Gaelic nemeti en Europa. An trofe (ur plad e feilhañserezh Breizh) a zo ken dibar, dre m'eo awenet gant ur vojenn lec'hel : istor Plad hud ar c'horriganed.
War ziorren emañ ur raktres stag, a venn krouiñ unan pe veur a c'hleub tro-dro da Sant-Nazer / Ar Baol / Gwenrann. An degouezh-mañ a zo ivez un digarez da bediñ c'hoarierien deraouat, dezho da zizoleiñ ar Vell-droad Gouezelek ha, piv 'oar, da sevel ur skipailh lec'hel a-benn an distro-skol a zeu.
Ouzhpenn-se, un toullad kevredigezhioù sevenadurel ha sport a zo kevreet gant an degouezh, en o zouez Diwan, Ingalañ, an ACB, ar c'hevreoù breizhat, europat hag ar c'hevre gall mell-droad gouezelek pe c'hoazh an ICB / SUAV (Skol Uhel Ar Vro) hag ar c'hCREDIB / Sant-Nazer.
Emgav e Pornizhan d'ar Sadorn 13 a viz Mezheven a-benn dizoleiñ ar sport-mañ, war gresk er c'horn-vro.
Krogadoù adal 10e betek 18e – Traezhenn al Levrierioù e Pornizhan
Keleier : Guillaume Kerrien : 06 32 65 51 59
beachgaelic2009 [at] googlegroups.com
http://liguebretonne.footballgaelique.com/ : Lig Breizhat Mell-droad Gouezelek.
http://www.nantesgaa.org/ : Kevrenn Mell-droad Gouezelek Naoned.
[Lire] e galleg. Troidigezh gant Kevin Laquaine-Jakez.