Celti'Vannes 2007 : Ur bloavezh mat evit ar brezhoneg, stardet e vo al liammoù etre kêr Wened hag an Ofis. D'ar Sadorn 30 ha d'ar Sul 31 a viz Gwengolo 2007 e oa bet dalc'het e Gwened ar gouel Celti'Vannes. Degemeret e vez an Ofis e saloñs al levrioù abaoe 2001 hag er

Celti'Vannes 2007 : Ur bloavezh mat evit ar brezhoneg, stardet e vo al liammoù etre kêr Wened hag an Ofis.

D'ar Sadorn 30 ha d'ar Sul 31 a viz Gwengolo 2007 e oa bet dalc'het e Gwened ar gouel Celti'Vannes. Degemeret e vez an Ofis e saloñs al levrioù abaoe 2001 hag er bloaz-mañ eo bet kreñvaet plas ar brezhoneg eno.

Plijet eo bet an holl gant ar panellerezh divyezhek lakaet war wel e Palez an Arzoù. An holl banelloù a oa divyezhek hag an holl gemennadennoù ouzh ar mikro a oa distaget e brezhoneg hag e galleg da c'houde. Ur striv gwirion evit diskouez ar brezhoneg a zo bet graet da-geñver ar gouel.

An Ao. Goulard, kannad ha maer Gwened, deuet gant gant an Ao. Gabriel Sauvet, eilmaer e karg eus ar sevenadur, en deus bet c'hoant da gejañ ouzh tud an Ofis a-benn kadarnaat en un doare ofisiel e vo kinniget ar garta Ya d'ar brezhoneg da vot Kuzul-kêr Gwened d'ar 17 a viz Here.

Pouezet en deus ivez war ar fed ez eo Gwened evit ar poent ar gêr eus Breizh ma vez kavet ar brasañ niver a vugale skoliataet en he skolioù divyezhek.

Evit klozañ, embannet en deus pegen laouen e oa gant lec'hienn genrouedad an ti-kêr, a zo bet lakaet e brezhoneg penn-da-benn gant servij Treiñ an Ofis. Ur lec'hienn dave e c'hellfe bezañ evit kalz a gumunioù e Breizh.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus