Al levr
Eus Riobamba betek La Paz o tremen dre Ayacucho ha Lima e oa bet Katell Chantreau o vale bro en Ekouador, Perou ha Bolivia etre Gwengolo 2000 hag Ebrel 2001. He c’harned beaj eo Caminante. A dres da dres, a zeiz da zeiz, e vez taolennet ur poltred birvidik eus an Andoù a vremañ gant ar vaouez yaouank-se. Livour stourmer, levier kechua, dañsourez marinera, sokiologourez a gas studioù war ar c’hoka, peizanted aymara… diouzh ar c’hejadennoù e cheñch sell ar veajourez war ar bed hag e teu kemm enni hec’h-unan. Kinnig a ra un doare da vezañ en estrenvro : tapout krog er vuhez pemdez hep klask en em vezviñ gant frondoù a bell-vro.
Ar skrivagnerez
Ganet e oa Katell Chantreau e Créteil e 1976. En oad a 19 vloaz he doa kuitaet rannvro Pariz evit kas he studioù Skiantoù politikel hag Istor e Breizh. D’ar poent-se he doa kroget da zeskiñ brezhoneg e kentelioù-noz e Roazhon. E memes koulz e oa en em stummet war ar skrivañ ha war an embann o kemer perzh e meur a gelaouenn.
Sot eo Katell gant ar beajiñ. E 1998 e oa bet o foetañ bro e Viet Nam war he marc’h-houarn hag e 2000 ha 2001 e oa bet o tizoleiñ sonerezhioù ha dañsoù broioù an Andoù. E 2004 e oa bet adarre d’an Andoù, gant he mignon ar wech-se, evit ober un enklask war sinema an Andoù evit gouel filmoù Douarnenez.
An embanner
E 1997 e oa bet savet ar gevredigezh l’oeil électrique éditions e Roazhon. He fal pennañ : lakaat da vleuniañ komzoù dibar ha divoutin. Klask a ra embann levrioù brav o stumm ha pinvidik o danvez en ur reiñ priz d’he doare mont en-dro ivez. Skoazellañ a ra raktresoù embann hiniennel pe a-stroll a-drugarez d’ar rannañ gouiziegezh ha d’al labour a-gevret. Ouzhpenn-se e vez aozet stalioù krouiñ gant ar gevredigezh er skolioù, er c’harterioù, en toull-bac’h…
Titouroù
katellig [at] yahoo.fr