Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference debat -
Café Breton gant Fañch Broudig
Amzer da zont ar brezhoneg eo a raio ur wech ouzhpenn dañvez an abadenn « Café Breton », d'ar meurzh 12vet a viz Ebrel, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed
Michel Treguer Par Café Breton Librairie Dialogues Brest le 9/04/11 8:45

Amzer da zont ar brezhoneg eo a raio ur wech ouzhpenn dañvez an abadenn « Café Breton », d'ar meurzh 12vet a viz Ebrel, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest. Goude Lena Louarn deuet ar miz tremenet, e tisklerio Fañch BROUDIG disoc'h an enklask a zo bet goulennet digantañ gant Rektor Akademiezh Roazhon.

13 500 a vugale a vez graet skol dezho hirio e brezhoneg, ha kemend-all a vez desket brezhoneg dezho. Nemet ne vez ket aes digeriñ eur c'hlas divyezheg. N'eus ket a-walc'h a gelennerien vrezhoneg. Petra d'ober evid reiñ ul lañs nevez d'ar gelennadurezh e brezhoneg ? 60 a ginnigou resis a zo e studi Fañch Broudic evit ma c'hellje ar vugale deskiñ brezhoneg hag evit reiñ c'hoant d'ar re yaouank da gomz anezhañ.

Deuit e-leizh m'ho peus c'hoant da glevet pelloc'h !

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons