D'an 2vet a viz C'Hwevrer 2010, da 6e noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo kaoz en abadenn « A gav dit ? » eus an dilennadegoù rannvroel da zont. Evit ar poent o eus prometet da zont, d'an 2vet a viz C'Hwevrer : Françoise Louarn, Andrew Lincoln, Gérard Lahellec

D'an 2vet a viz C'Hwevrer 2010, da 6e noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo kaoz en abadenn « A gav dit ? » eus an dilennadegoù rannvroel da zont.

Pedet eo bet izili brezhoneger eus ar strolladoù broadel : UMP, Nouveau Centre, Modem, PS, PC.

Ar re C'Hlas hag ar strolladoù lec'hel (UDB, Parti Breton, « Nous te ferons Bretagne ») a vo pedet d'an 2vet a viz Meurzh.

Evit ar poent o eus prometet da zont, d'an 2vet a viz C'Hwevrer : - Françoise Louarn (UMP) - Andrew Lincoln (PS) - Gérard Lahellec (PC)

Deuit e-leizh ! Tomm e vo marteze ! E brezhoneg penn da benn !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus