© Domaine public

Difetis, lec'hienn anavezet evit bezañ loc'het levrelioù e brezhoneg a ra berzh en dro en ur ginnig ar meziant ofisiel kentañ hegerzh war Google Play. Ha petra anatoc'h eget kinnig ur

Difetis, lec'hienn anavezet evit bezañ loc'het levrelioù e brezhoneg a ra berzh en dro en ur ginnig ar meziant ofisiel kentañ hegerzh war Google Play.

Ha petra anatoc'h eget kinnig ur c'hlavier a heul ar stumm "c'hwerty" evit aesaat skrivadur an SMSoù hag ar postelloù e brezhoneg.

Ar meziant a zo digoust hag hegerzh war lec'hienn Difetis, pe war Google Play (klaskit "c'hwerty" pe "difetis") pe o flashiñ ar c'hod dindan gant o hezoug.

war o burev, digorit ar prenestr "paramètres"

digorit al linenn "Langue et saisie"

kadarnit "C'hwerty"

ur gemenadenn a goulenno deoc'h kadarn en dro, peogwir ez eus kudennoù surentez

klikit war "par défaut" ha choazit "Brezhoneg"

Klaskit neuze kas ur postel, ar c'hlavier a deuio evit skrivañ an destenn.

Ur pouez hir war lizherennoù-zo a digero ur prenestr nevez:

_"c'h" evit kavout ar "q"

_"ù" evit kavout an "x"

_"," evit kavout an dibarzhioù

_ ar barenn esaouiñ evit tremen deus ur yezh d'unan all

DIFETIS

Difetis

Premier site consacré aux produits numériques en breton

8 B RUE DE LA VALETTE

35113 DOMAGNE

06.78.58.87.94

http://www.difetis.com

contact@difetis.com
En savoir plus