Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
C'hoariva: ur veaj etre Breizh hag Amerika Latin
Ar Strollad La Obra a ginnig gant he fezh-c'hoari nevez ur veaj e Amerika Latin. Un oberenn metis e Brezhoneg, Galleg ha Kastilhaneg, digor d'an holl! Ar strollad La Obra a
Maelenn Bernard Par La Obra le 16/02/12 21:55
24882_1.jpg
An aktourien e-kerzh ar sizhunvezh krouidigezh en Erdeven.

Ar Strollad La Obra a ginnig gant he fezh-c'hoari nevez ur veaj e Amerika Latin. Un oberenn metis e Brezhoneg, Galleg ha Kastilhaneg, digor d'an holl!

Ar strollad La Obra a zo ur gevredigezh bet ganet e Bro Chili e 1999. Dibaoe e vez implijet ganti an arz evel benveg-stourm da zifenn minorelezhioù Amerika Latin ha lec'h all. War-lec'h bezañ kaset da benn raktresoù en tu all deus ar Meurvor e tistro ar strollad da Vreizh gant ur c'hrouadur liesyezh, « O Wiadiñ, Métissages ».

« O Wiadiñ, Métissages » a zo ur pezh-c'hoari liesyezh, enni brezhoneg, kastilhaneg ha galleg, o lakaat war wel tem ar metisaj e Amerika latin. Tudenn ar “Malinche” an hini eo a heñch ac'hanomp a-hed ar pezh barzhel-se he sonioù latino. Maouez Maya o vezañ bet mestrez an alouber Cortes, chom a ra hiriv an deiz e eñvor ar pobloù latino-amerikan evel an hini he deus trubardet he fobl kement hag evel mamm ar bobl Latino-Amerikan a-vremañ, ur bobl metis.

Ar pezh a lak ivez war-wel kudennadurioù nevez Amerika-Latin, disoc'het eus an oadvezh trevadennel. En o zouesk e gaver ar c'holl-idantelezh, an darempred gant sevenadur an hini all, betek kaout ur sell skiant-varn war ar gevredigezh bedelaet a-vremañ. E deroù an 21vet kantved, pelloc'h eget un emzalc'h fallgalonet, ar pezh-se a glask kreñvaat ar spi da grouiñ ur bed reizhoc'h, o wiadiñ liammoù etre ar sevenadurioù a-benn ma c'hellfe pep hinienn ha pep strollad bevañ e zisheñvelted, pinvidikaet dre gejañ gant disheñvelderioù ar re all.

An arvest, daoust ma 'z eo e brezhoneg evit al lod vrasañ anezhañ, a chom digor d'an holl dre e sonerezh, ar c'hoari gant ar c'horfoù ha liested an teknikoù arzourel a vez kavet ennañ.

An droiad c'hoariva e Breizh, goude abadennoù e Breizh Izel en un aergelc'h latino a blijas d'an arvesterien, a gavo ur fin e Naoned d'an 3 a viz Meurzh, da 8e30 noz e Sal ar Jamet (mont e-barzh 7€, 5€ priz digresket). Pelloc'h eget ur pezh-c'hoari, un digarez e vo an nozvezh da gomz Brezhoneg, da selaou sonerezh latino pe c'hoazh da eskemm gant an aktourien en ur evañ ur banne. Bras pe bihan, brezhonegerien pe get, plijet gant ar c'hoariva pe gant ar beajoù, pedet oc'h holl da zont da gemer perzh ganeomp d'an noziad Breizh-Latino-se!

Evit muioc'h a ditouroù, laobrateatral [at] gmail.com pe 06 41 77 10 77.

 

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons