Setu strollad Plon8 war al leurenn en dro evit o eil bloavezh. Er bloaz-mañ o deus dilezet spered ar sketchoù a oa ganto warlene evit uhellaat a-galz o live betek krediñ c\'hoari Shakespeare e yezh Jakez Riou.
Ha n\'eo ket an disterañ pezh-c\'hoari a zo bet dibabet ganto peogwir e kinnigont Romeo ha Julieta. Hag-eñ e c\'hello ar strollad-mañ chom tost eus spered an oberour, n\'eo ket sur daoust dezho da vezañ bet barrek a-walc\'h evit klokaat ar pezh betek lakaat ac\'hanomp da zizoloiñ nozvezh kentañ an daou garedig. Hag aze kraz an traoù ganto.
Gant o fent, o startijenn hag alioù fur Lou Millour e lak ar re-mañ ac\'hanomp da gaout ur c\'horfad plijadur .
E Breizh e vo diskouezhet ar pezh da gentañ penn e Ploneiz da geñver fest-noz Radio-Kerne hag un tamm pep lec\'h diwezhatoc\'h \'barzh ma vo galvet ar Strollad gant urn droiad etrevroadel evel bep bloaz.