Ur strollad nevez-diwanet eo C’Hoariva Ploneiz, 8 aktour mennet da c’hoari e brezhoneg pezhioù fentus pe c’hoapaus en un doare a-vremañ. Evit an eil gwech e kinnigint oc'h abadenn a-benn ar 7 a viz Even 2008 evit boulc'hañ fest-noz Mignoned Radio-Kerne da 8 eur hanter.

Ur strollad nevez-diwanet eo C'Hoariva Ploneiz, 8 aktour mennet da c'hoari e brezhoneg pezhioù fentus pe c'hoapaus en un doare a-vremañ.

Evit an eil gwech e kinnigint oc'h abadenn a-benn ar 7 a viz Even 2008 evit boulc'hañ fest-noz Mignoned Radio-Kerne da 8 eur hanter.

Ma faot deoc'h kemer perzh 'benn bloaz bar' hor pezhioù-c'hoari, pellgomzit da Visant d'an niverenn-mañ : 06 32 29 57 32

C'Hoari e brezhoneg e faot deomp ober hag ivez labourat, pleustriñ e brezhoneg; abalamour d'ar fed-mañ ez eo digor hor strollad d'an dud a glask gwellaat o live yezh en ur ober ganti pep sizhun e-tog un eurvezh hanter.

Ne reomp ket kentelioù brezhoneg, setu perak ne c'hellomp ket degemer deraouidi met ul live brezhoneg izel a-walc'h ne vir ket da gemer perzh.