98 vues

Krouidigezh nevez ar strollad la Obra staliet e Douarnenez a vo leurenniet gant ul leurennier deuet eus Guatemala. Ur sizhunvezh ti-annez e Tregon, labour e Douarnenez, a-raok un droiad e Breizh

Krouidigezh nevez ar strollad la Obra staliet e Douarnenez a vo leurenniet gant ul leurennier deuet eus Guatemala.

Ur sizhunvezh ti-annez e Tregon, labour e Douarnenez, a-raok un droiad e Breizh e miz Genver hag unan all e Guatemala adalek miz C'hwevrer.

An dodenn ? Ar repuidi, ar fed bout repuad, o veajiñ tramor, o cheñch bed...

Labourat a reont gant hentennoù eus Pologn "c'hoariva ar re baour" pe hini Augusto Boal "c'hoariva ar re wasket".

Setu neuze doareoù diazezet war ar c'horf ha war ar c'hoarierien : frankiz da vont pelloc'h ouzh ar pezh a zo frammet, skrivet.

Goude ul labour war al leurenn, ret e vo d'an aktourien skrivan, ha gant ar skridoù e chomo un nebeut traoù a raio ar pezh nevez...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....