P'emañ gouelioù dibenn ar bloaz o tostaat, e kinnig an Ofis deoc'h ur porched 700 c'hoari liesseurt hag ur c'hoari strategiezh anvet « Freecol » lakaet e brezhoneg evit implijerien

P'emañ gouelioù dibenn ar bloaz o tostaat, e kinnig an Ofis deoc'h ur porched 700 c'hoari liesseurt hag ur c'hoari strategiezh anvet « Freecol » lakaet e brezhoneg evit implijerien ar Genrouedad.

Bastañ da ezhommoù ar gevredigezh evit a sell ouzh teknologiezh ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ zo unan eus palioù pennañ an Ofis. Se zo kaoz e laka kalz a nerzh labour da dreiñ e brezhoneg lec'hiennioù kenrouedad, meziantoù ha c'hoarioù video diseurt. Emañ o paouez echuiñ treiñ ur porched c'hoarioù anvet e galleg « Jouer sans arrêt » (pe e katalaneg « Megajocs ») a gaver ennañ 700 c'hoari a bep seurt da vastañ da c'hoantoù an holl. (strategiezh, redadegoù, fardañ, sonerezh, miltamm, sportoù ha kement'zo) « Melldudi » eo anvet ar porched-se ha kavet e vez e katalaneg, okitaneg, italianeg, galizeg, saozneg ha me oar. Sed amañ al liamm : http://www.melldudi.com/

Gant skoazell Kevin Laquaine-Jakez, zo studier war an ekonomiezh ha bet skoliataet e Diwan a-hed e amzer-skol, eo bet lakaet e brezhoneg Freecol, ur stumm azaset evit bed ar meziantoù dieub eus ar c'hoari hollvrudet « Colonization – Civilisation » a gas ar c'hoarier da vare aloubidigezh Amerika er XVvet kantved. Unan eus an 40 yezh implijet evit ar c'hoari digoust-se eo ar brezhoneg. Un endro e brezhoneg penn-da-benn a vez kinniget daYann vrezhoneger evit c'hoariadennoù hir, e-unan pe gant tud all. Evit pellgargañ ar c'hoari : http://www.freecol.org/

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus