Ar radio kentañ eus rouedad France Bleu oc'h ober bruderezh e brezhoneg ez eo France Bleu Breizh-Izel. D'ar 6 a viz Here 2008 e oa bet sinet e Kemper an emglev Ya d'ar brezhoneg gant Jean-Paul Cluzel, prezidant Radio France. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel,

Ar radio kentañ eus rouedad France Bleu oc'h ober bruderezh e brezhoneg ez eo France Bleu Breizh-Izel.

D'ar 6 a viz Here 2008 e oa bet sinet e Kemper an emglev Ya d'ar brezhoneg gant Jean-Paul Cluzel, prezidant Radio France. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel, en doa divizet kregiñ raktal gant an argerzh-se o kas da benn 2 ober a-bouez : embann ur stumm divyezhek eus an teul a ginnig steuñvenn ar programmoù ha skignañ spotoù e brezhoneg evit brudañ ar c'hentelioù-noz.

Kement ha kenderc'hel ganti emañ ar radio o paouez sevel skritelloù brudañ e brezhoneg.

Gwelet ez eus bet eta e kêr Vrest un toullad busoù lakaet outo ar skritell da heul : « Gwelet ac'hann, e Brest eo France-Bleu ma radio din-me ».

Sed aze un ober mod-nevez a roio mennozhioù emichañs da radioioù all rouedad France Bleu er rannvroioù.

Mod-all abaoe deroù ar bloaz ez eus bet staliet ur panellerezh divyezhek e burevioù ar skingomz.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus