D'ar meurzh 8 a viz Du, da 6 eur noz, er stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, e vo diskouezhet (ha kinniget gant e oberour) film Mikael Baudu diwar-benn kan

D'ar meurzh 8 a viz Du, da 6 eur noz, er stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, e vo diskouezhet (ha kinniget gant e oberour) film Mikael Baudu diwar-benn kan broadel ar Vreizhiz : « Bro Gozh va Zadoù ».

Kaozeet vo eus roudoù ar c'han e Bro-Gembre ; eus an droidigezh kentañ e brezhoneg gant ur pastor kembreat ; eus ar stumm a vremañ bet kempennet gant ar drouiz Taldir Jafrennou ; eus e vuhezioù nevez e Kerneveur ha betek marzhoù an Himalaya …

A-hed ar film e tremener ivez dre mareou teñval an Eil Brezel Bed ; stourm an Amoco Cadiz pa zeuas ar c'han da vezañ un arouez evit Alphonse Arzel ha maered Bro-Leon ; betek ur yaouankiz nevez douget gant Alan Stivell er Stade de France da geñver gourfenn Kib Bro-C'hall Gwengamp-Roazhon e 2009.

E brezhoneg penn da benn evel boaz !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus