A nevez a zo gant Ai\'ta :
Da gentañ ur film 6 munuten zo bet savet. Kontet e vez ennañ petra eo Ai\'ta! poltriji ha filmoù morse diskouezhet \'vit c\'hoazh a zo \'barzh.
Da eil, d\'ar Sadorn 13 a viz Kerzu ez eo aet un strolladig tud eus Ai\'ta! Bro-Leon war marc\'had nedeleg Brest. Un Tad Nedeleg hag e tri lutun o deus aozet kentelioù brezhoneg \'pad un eur ha goude-se komzet gant ar boblañs diwar-benn ar yezh ...
Un degemer fiskal zo bet gant an dud : tud kozh deuet da gomz brezhoneg, kerent hag o deus lakaet o vugale e skolioù divyezhek hag o doa c\'hoant kaout un tañva d\'ar yezh, tud e leizh hag a gomprenn brezhoneg hep komz anezhañ alies. Un dra zo sur : frealzus hag ur blijadur da welet kement a dud ouiziek war ar yezh hag entanet ganti ! Diskouezh a ra kement-all emañ an divyezhegezh goulennet ganeomp un dra hag a zeden kalz dud. Neuze, pa vo divyezheg an holl lec\'hioù foran e servijo d\'un toullad mat a dud !
Ai\'ta! Bro-Leon a broud neuze an holl dud mennet da heuliañ ar stourm kaset a benn gant ar rannoù lec\'hel abaoe tri bloaz bremañ. Lodennoù eus ar vro n\'ho deus ket c\'hoaz ur gevrenn Ai\'ta lec\'hel : Kreizh Breizh, Kemper en o zouez.
Neuze tudoù, deomp dezhi : AI\'TA!