Brezhoneg yezh etrevroadel
Brezhoneg yezh etrevroadel

Brezhoneg yezh etrevroadel ! D'ar 15 a viz Du adalalek 9e00 mintin e vo aozet ur video-brezegenn (dre Skype) etre bugale Skol Diwan Bro Kistreberzh ha brezhonegerion eus Bro-Aostralia. Kinniget

Brezhoneg yezh etrevroadel !

D'ar 15 a viz Du adalalek 9e mintin e vo aozet ur video-brezegenn, dre Skype, etre bugale Skol Diwan Bro Kistreberzh ha brezhonegerion eus Bro-Aostralia.

Kinniget vo Bro-Aostralia d'ar skolidi e brezhoneg ha moaien vo dezhe sevel goulennoù evit dizoloiñ ar vro-se en o yezh.

Prezegenn gentañ ur rummad eo an hini-se, e-se e c'hellint dizoloin ar bed a-bezh e brezhoneg gant tud ar vro pe gant Bretonned divroet.

Goude Bro-Aostralia e vo tro Bro-Vietnam, d'an 10 a viz Kerzu a za.


Fabien Lécuyer

Rener Skol Diwan Kistreberzh

06 80 93 02 67

02 97 26 55 38

fabien Lécuyer

Runje est un hebdomadaire électronique d\'actualité entièrement en gallo, la langue romane de Haute-Bretagne