Re yaouank UDB a sav krenn a-enep d'an diviz bet kemeret gant Post Bro-C'hall a embann ne vo ket gouest ken da lenn ar brezhoneg war goloioù al lizheroù. Kement-se

Re yaouank UDB a sav krenn a-enep d\'an diviz bet kemeret gant Post Bro-C\'Hall a embann ne vo ket gouest ken da lenn ar brezhoneg war goloioù al lizheroù. Kement-se peogwir e vo adaozet an \"didoueziañ lizheroù\". Dija oa bet taol ganas maer Plougerne, eñ, n\'houl ket lakaat anvioù brezhoneg evit anvioù straedoù e gumun ; ha bremañ eo tro servijoù un aozadur a labour evit an holl geodeded da skeiñ gant ar brezhoneg hag an anvioù-lec\'h en hor yezh.

Servijoù ar Post a c\'houlenn gant ar Vretoned dilezel hêrezh hon tadoù kozh peogwir e vodernont o mekanikoù. Ar bed o treiñ war an tu kontrol eo ! Da gregiñ zo e tle ar sevenadur e Bro-C\'Hall plegañ dirak melestradur ar Stad. Bez vije ar prantad ma veze gallekaet an anvioù-lec\'h e brezhoneg o tont en-dro ?

Re yaouank UDB a fell dezhe degas da soñj eo servijoù ar Post a rank plegañ da ezhommoù o fratikoù ha n\'eo ket ar c\'hontrol. Ma n\'eo ket gouest mekanikoù an \"didoueziañ lizheroù\" da intent brezhoneg - int-i direnket gant ar skraboù a zo pa vez skrivet hor yezh -, e vo dav kempenn anezhe, dezhe da c\'hellout \"lenn brezhoneg\". N\'omp ket evit degemer ma vo berzhet an anvioù e-giz : \"Kerroc\'h\", \"Ploumanac\'h\", pe \"Penmarc\'h\" , pe c\'hoazh \"Aber-Wrac\'h\". Ar brezhoneg zo ur yezh vev, daoust d\'ar pezh a gred embann servijoù ar Post.

Mouezh re yaouank UDB : Gwendal Rioual.