Put your name here

Brezhoneg war an hentoù glaz… emañ Aodoù an Arvor o tivuniñ !
Brezhoneg war an hentoù glaz… emañ Aodoù an Arvor o tivuniñ !
Communiqué de presse
Brezhoneg war an hentoù glaz… emañ Aodoù an Arvor o tivuniñ !
Pell ‘zo dija e c’houlenn Ai’ta ! ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en holl bolitikerezhioù graet gant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor. Abaoe 2012 e vez kempennet hentoù-belo hag hentoù-glaz gant
Communiqué de presse de Ai'ta ! Kreiz Breizh

Publié le 19/05/13 16:29 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Pell 'zo dija e c'houlenn Ai'ta ! ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en holl bolitikerezhioù graet gant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor. Abaoe 2012 e vez kempennet hentoù-belo hag hentoù-glaz gant an departamant, divrezhonek-tout evel-just… daoust d'ar pezh a vez graet e Penn ar Bed da skwer. Setu 'meump skrivet da Claudy Lebreton evit degas da soñj dezhañ e vefe brav derc'hel kont deus hor yezh. Respont ebet gantañ. Neuze 'meump implijet hor fegsunioù « E brezhoneg ! » un tamm pep lec'h dre ar vro. Arri zo ul lizher a-berzh an departamant eta, ha setu ar panelloù brezhonek kentañ o tont war-wel (sellit ouzh al lizher stag).

E departamant ar Mor Bihan koulskoude e c'hortozer c'hoazh gwelet hor yezh war panelloù an hentoù-belo.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.