1023 vues

Skipailh Chadenn 5 dec'h e Taol Kurun : gant ar vezh ruz !

Skipailh Chadenn 5 dec'h e Taol Kurun : gant ar vezh ruz !

Un abadenn fentus eo an dibluskañ pato e Taol Kurun : n'eo na bolitikel, na lennegel, digor d'an holl... Plijus neuze evit media a bep seurt, rannvroel, broadel. Met ar wech-mañ e oa tud displijus, n'o doa ket c'hoant filmañ tud o komz "patois". Diaes e oa bet dezho gant ar vrezhonegerien a oa e penn aozadur an devez "Diwan Breizh Deiz".

Neuze, heuliit a-dost an abadenn a vo diwar Gemperle, kêr e lec'h e vez komzet ur "patois" (hervezo), pe c'hoazh "ur yezh varv". Peadra da blantañ un tammig reuz e mediaoù Paris, ket ?

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....