Demat,
Bro frañs a embann n’eus nemet ur yezh aotreet war an dachenn bublik er stad-c’hall .Mellad 2 ar vonreizh a vez implijet evit miret ouzh ar brezhoneg hag ar yezhoù bihan da vezañ ofisiel. Evel ma ouzoc’h marteze ez eus tu d’ober gant ar saozneg e is-prefeti Gwengamp ha kement se daoust d’ar mellad se. An is-prefet en deus reizhabeget an dibab mañ abalamour d’ar fed ma zegas ar saozon pinvidigezh d’ar vro. Soñjal a ra deomp e rank ar vretoned sevel o mouezh evit enebiñ ouzh kement a bilbouserezh hag a zismegañs. Setu ma vo aozet gant A-Stroll un tolpadeg dirak is-prefeti Gwengamp d’ar sadorn 14 a viz mae da 3egm evit goulenn groñs ar memes gwirioù evit ar Brezhoneg , ar pezh a dlefe bezañ graet pell zo dija. Deuit niverus !
Evit A-Stroll: Anna Kerrain (0681055095)
An aozadurioù a-heul a c’halv da gemer perzh en intrudu : Emgann, Treger disuj, Bemdez (Gwened), SLB (Sindikad labourerien Breizh