Staj e brezhoneg gant Andrev Seznec
Staj e brezhoneg gant Andrev Seznec

Evit mizvezh ar brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg er gevredigezh Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloiñ brezhoneg Kerne Izel.

Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec

02/03/2019

E Ti ar Vro Kemper

9 eur mintin > 5 eur goude-merenn

25€

Evit mizvezh ar brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg er gevredigezh Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloiñ brezhoneg Kerne Izel.

Roll-labour an devezh :

  • An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger
  • Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ ( meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).
  • Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.
  • Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.

Titouroù :

--> 10 den d'ar muiañ

--> Adalek 15 bloaz

--> Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)

--> Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper.

--> Priz ar staj : 25€

--> Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued

--> Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv da Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

--> Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet

Ti ar Vro

Ti ar Vro Kemper est une fédération des associations culturelles bretonnes du pays de Quimper et du pays Glazik, créée en avril 1996 à l’initiative de la Ville de Quimper et du milieu culturel associatif.
En 2017, nous rassemblons les forces vives de la culture bretonne du pays de Quimper et du pays Glazik avec nos 30 associations et fédérations adhérentes et nos 18 adhérents individuels, issus des différents secteurs de la culture bretonne.
Nous faisons également partie du réseau breton des Ententes de Pays et collaborons activement sur la Basse Cornouaille / Sud Finistère avec Emglev Bro Douarnenez, Startijenn ar Vro Vigoudenn, Tud Bro Konk, et Ti ar Vro Bro Kemperle. En savoir plus