Brav ar film, dreist an displegadennoù get Prezidantez an Ofis

Réalisation : tvbk -fea – 102 vues

A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.

A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.

Displeget fraezh ha sklaer gant Eulalie Tas, prezidantez Ofis ar gallaoueg, pegen pouezhus e oa evit ar gallaoueg mont er skolioù, bout klevet gant ar vugale, bout brudet evel an trede yezh e Breizh. "Ret eo kregiñ gant ar vugale, embann ur gazetenn evito, eilvouezhiañ filmoù..."

Graet eo gant ar c'hentañ film buheziñ e gallaoueg, ar Grufalot, pennoberenn lennegezh ar yaouankiz bedel, ha plijus ken ha ken e oa gwelout ar familh kizhier-koad o flapiñ e yezh Breizh Uhel !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....