Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Conference -
Brezhoneg ha bugaligoù, meur a brezegenn gant Divskouarn er mare-mañ
Stank an traoù war dachenn ar c'helaouiñ er mare-mañ, kinniget vez ganeomp meur a zarvoud er mizioù-mañ : Montroulez, Brest ha Brec'h.
Par Gregor Mazo pour Divskouarn le 5/05/08 15:22

Stank an traoù war dachenn ar c'helaouiñ er mare-mañ, kinniget vez ganeomp meur a zarvoud er mizioù-mañ : Montroulez, Brest ha Brec'h.

- d'ar Meurzh 13 a viz Mae e vo e Montroulez ur brezegenn / Kaozeadenn, e sal Skol Vreizh, labouradeg kozh ar butun. Azalek 6e00 abardaez. An tem a zo « KINNIG UN EIL YEZH AZALEK AN OAD KENTAÑ, SKOUER AR BREZHONEG GANT DIVSKOUARN » . Digor d'an holl eo.

- D'ar Sadorn 17 a viz Mae e kemeromp perzh d'ur brezegenn / tabut diwar-benn « AN DIVYEZHEGEZH E BRO AN ALRE » . Aozet eo an traoù gant kevredigezh kerent bugale klasoù brezhonek skol publik Brec'h. Kemer a raimp ar gaoz goude ar c'helenner Dalgalian, arbennigour war an divyezhegezh abred. Azalek 9e30 mintin e vo an abadenn, e sal debriñ ti kêr Brec'h,

- d'ar Meurzh 20 a viz Mae, ha 10 a viz Even, da 6e noz, e vo dalc'het ur gaozeadenn ganeomp e Brest, e ti an Europ. Pedet omp gant ar gevredigezh Eskemm da gaozeal diwar : « BREZHONEG HA BUGALIGOÙ, KEJADENN GANT DIVSKOUARN, kinnig ha testenioù » . An hini kentañ vo e brezhoneg, an eil e galleg.

Muioc'h a ditouroù : divskouarn403(AT)orange.fr / 09 60 04 79 83

Voir aussi sur le même sujet : breton,divskouarn,conférence
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons