Stank an traoù war dachenn ar c'helaouiñ er mare-mañ, kinniget vez ganeomp meur a zarvoud er mizioù-mañ : Montroulez, Brest ha Brec'h.

Stank an traoù war dachenn ar c'helaouiñ er mare-mañ, kinniget vez ganeomp meur a zarvoud er mizioù-mañ : Montroulez, Brest ha Brec'h.

  • d'ar Meurzh 13 a viz Mae e vo e Montroulez ur brezegenn / Kaozeadenn, e sal Skol Vreizh, labouradeg kozh ar butun. Azalek 6e00 abardaez. An tem a zo « KINNIG UN EIL YEZH AZALEK AN OAD KENTAÑ, SKOUER AR BREZHONEG GANT DIVSKOUARN ». Digor d'an holl eo.
  • D'ar Sadorn 17 a viz Mae e kemeromp perzh d'ur brezegenn / tabut diwar-benn « AN DIVYEZHEGEZH E BRO AN ALRE ». Aozet eo an traoù gant kevredigezh kerent bugale klasoù brezhonek skol publik Brec'h. Kemer a raimp ar gaoz goude ar c'helenner Dalgalian, arbennigour war an divyezhegezh abred. Azalek 9e30 mintin e vo an abadenn, e sal debriñ ti kêr Brec'h,
  • d'ar Meurzh 20 a viz Mae, ha 10 a viz Even, da 6e noz, e vo dalc'het ur gaozeadenn ganeomp e Brest, e ti an Europ. Pedet omp gant ar gevredigezh Eskemm da gaozeal diwar : « BREZHONEG HA BUGALIGOÙ, KEJADENN GANT DIVSKOUARN, kinnig ha testenioù ». An hini kentañ vo e brezhoneg, an eil e galleg.

Muioc'h a ditouroù : divskouarn403(AT)orange.fr / 09 60 04 79 83

Divskouarn

Notre but : promouvoir la langue bretonne dès la période précédant la naissance (au moment de la « projection parentale ») jusqu\'à la scolarisation, à une période où les enjeux de performances sont moindres et la participation parentale est vitale. En savoir plus