Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg er Sant-Loup
D'ar 17, 18 ha 19 a viz Eost e oa A-Stroll o reiñ traktoù, e-kerzh gouel ar Sant-Loup e Gwengamp, da c'houlenn ma vo lakaet ar brezhoneg war wel eno ha da c'hervel an dud da zont da reiñ kartoñsoù ruz da aozerien ha skoazellerien ar gouel d'ar sadorn 20
gael roblin pour A-Stroll (Ensemble pour le trégor-goelo) le 24/08/05 15:39

D'ar 17, 18 ha 19 a viz Eost e oa A-Stroll o reiñ traktoù, e-kerzh gouel ar Sant-Loup e Gwengamp, da c'houlenn ma vo lakaet ar brezhoneg war wel eno ha da c'hervel an dud da zont da reiñ kartoñsoù ruz da aozerien ha skoazellerien ar gouel d'ar sadorn 20 (gwelet testenn an trakt amañ da-heul). Fellout a rae da dud A-Stroll diskouezh e oa ar Sant-Loup ur gouel sevenadurel na rae ket gant perzh pouezusañ sevenadur ur bobl : ar yezh. Degemeret fall-tre eo bet tud A-Stroll gant aozerien ar gouel, betek bezañ kunujennet kriz-tre zoken. D'ar sadorn 20 e oa un 50 den bennak o tibuniñ e straedoù Gwengamp da c'houlenn ma vo roet ur statud ofisiel d'ar brezhoneg. Un nebeut kartoñsoù ruz a zo bet roet gant tredeog A-Stroll : d'ar Sant-Loup, da di-kêr Gwengamp, d'an is-prefeti, d'al lezvarn... Dispriz evit ar Brezhoneg : kartoñ-ruz !

Kroget mat eo Gouel ar Sant-Loup, gouel a vrud dañsoù ha sonerezh Breizh. Laouen eo an holl o welet youl an aozerien met pouezus e seblant deomp lavaret ne vez kavet tost roud ebet e-kerzh ar gouel-se eus elfenn pennañ haor sevenadur : hor yezh, ar brezhoneg. Emañ ar brezhoneg en arvar da vont da get ma ne vount ket ar gevredigezh, an ensavadurioù da reiñ lañs d'ar yezh, ar pezh a rofe ur statud ofisiel d'hor yezh broadel. En abeg d'an nebeut a youl lakaet war wel gant an ensavadurioù, a skoazell ar Sant-Loup evit lod anezho, hon eus divizet reiñ kartoñsoù ruz d'ar re a c'hallfe ober kalz muioc'h a strivoù evit hor yezh e-pad ar Sant-Loup hag a-hed ar bloavezh.

- Kartoñs ruz da gentañ da aozerien ar Sant-Loup a denn gounid eus sevenadur Breizh oc'h implijout an dañsoù hag ar sonerezh hepken, hep reiñ plas d'ar yezh. Mezhus eo gwelet ne vez ket implijet ar brezhoneg, pe dost, en ur gouel a zo, sañset, ur gouel sevenadurel breizahat.

- Kartoñs ruz da g/Kuzul-Meur Aodoù-an-Arvor, a skoazell ar Sant-Loup, n'o deus ket bet amzer da lakaat brezhoneg war o giton, daoust ma oa bet kinniget gant A-Stroll e-kerzh o emgav gant Christian Provost e miz Gouere. Reiñ a reomp da soñj eo ar c'h/Kuzul-Meur-se en eus goulennet gant kumunioù an departamant lakaat saozneg en o kannadigoù... Ha plas ebet evit ar brezhoneg...

- Kartoñs ruz evit kêr Gwengamp a skoazell ar Sant-Loup met ne c'houlenn ket gant an aozourien lakaat brezhoneg war an danvez-brudiñ. Met gwir eo, petra c'hallfe an ti-kêr oberevit ar brezhoneg p'eo divyezhek ar gemenadenn degemer dre bellgomz... galleg-saozneg (of course !) ? Ouzhpenn-se, n'eo ket staliet c'hoazh banniel Breizh war ti-kêr Gwengamp p'emañ staliet banniel Bro-C'hall. Arabat disoñjal eo ar Stad-C'hall ar stad nemeti, gant Bro-C'hres ha Turkia, a nac'h diskleriañ ez eus meur a bobl ha meur a yezh war he zachenn.

- Kartoñs ruz d'ar c'h/Kuzul-Rannvro a skoazell ivez ar Sant-Loup hep pouezañ war an aozourien evit reiñ e blas d'ar brezhoneg. Reiñ a ra ar c'huzul-se da grediñ ez int difennerien-veur ar brezhoneg met, ur wech ouzhpenn, e c'haller gwelet ez eus un diforc'h bras etre ar pezh a vez lavaret hag ar wirionez...

- Kartoñs ruz, da echuiñ, d'ar bankoù, d'ar mediaoù (kelaouennoù, radiooù...) a zo paeron d'ar gouel ha na reont netra, pe dost, evit ma c'hallfe ar vrezhonegerien ober gant o yezh.

Mard oc'h akord ganeomp ez oc'h pedet da zont d'ar sadorn 20 a viz Eost da 6 eur noz plasenn Verdun e Gwengamp, e-lec'h ma vo roet ez-ofisiel kartoñsoù ruz ar brezhoneg d'an tudennoù hag aozadurioù amañ-meneget, ha d'un nebeut reoù all.

A-Stroll : (voir le site)

Evit A-Stroll, Anna Kerrain.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 9) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons