Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg en ti post : trawalc'h a gomzoù, Stourmomp ! Manif e Kemper ha Gwengamp
Gant Yves Amiard, rener LaPoste war departamantoù Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan, eo bet goulennet digant ar vaered ne vefe graet gant ar brezhoneg war al lizhiri. Perak 'ta ? Gouez dezhañ ne vefe ket gouest mekanikoù nevez an ti-post da lenn ar chomlec'hioù brezhonek, abalamour d'ar skraboù dreist-holl.
Jean-Marie Salomon pour Emgann-Mgi le 19/01/09 6:34

Gant Yves Amiard, rener La Poste war departamantoù Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan, eo bet goulennet digant ar vaered ne vefe graet gant ar brezhoneg war al lizhiri. Perak 'ta ? Gouez dezhañ ne vefe ket gouest mekanikoù nevez an ti-post (hag ezhomm oa da gaout mekanikoù nevez ?) da lenn ar chomlec'hioù brezhonek, abalamour d'ar skraboù dreist-holl.

A ma ! Ha ne vije ket skraboù e galleg ? Ha trawalc'h ez eo evit stankañ beg an ijinerezh gall ? Diaesoc'h vije d'ar mekanikoù (a gompren galleg nemetken war a seblant) lenn Pont 'n-Abad eget lenn Pont-l'Abbé ? Ret vo deomp en em voazañ neuze da skrivañ Gouenac'h evel Gouénach (a son gant "tach"), an Ao Kerloc'h a vo badeziet Kerloch (a son gant "poch"), ha straed Penn ar C'hrec'h a zeuio da vezañ rue Peinardchrèch (a son gant "tech").

Bez' oa dija eus Kersauce (Kêrsaoz) ha Le Croissant (Kroazhent), pa vez graet dija Crèch Gwen eus Kreac'h Gwenn... gallekadur, plijadur !

Ao Amiard, fellout a ra d'ar Vretoned, evel tout ar re a ra gant servij publik an Ti Post a vez freuzet tamm-ha-tamm ganeoc'h, e vije ingalet o lizhiri, e vije digor o stalioù nebell eus al lec'h ma vevont, e vije paeet ur priz reizh ganto. Trugarez da soñjal enno evel ma rit, met o yezh ne sell ouzhoc'h. Ar mod ma vez skrivet ken nebeut. Goulenn a reomp ouzhoc'h neuze, e-lec'h skrabañ al laoù deomp, doujañ ouzh hon anvioù-familh, anvioù-ruioù hag anvioù-lec'h, gant hor zh, c'h, y, ñ hag ù war ar marc'had. Ha kit da ober war-dro al lizhiri e-lec'h gwerzhañ rochedoù, enfredit muioc'h a dud da gas ar pakadoù e-lec'h kuzulierien war an arc'hant. Ha dreist-holl, laoskit ac'hanomp brezhonegañ e-giz ma karomp.

Pa ne vez ket klasket skrabata, e vez klasket troc'hañ ar gwrizioù. Pezh a fell d'an Ao Lesven, penn ar MoDem e Penn-ar-Bed ha maer Plougernev. Hervezañ ez eus bern anvioù-lec'h nevez da envel, ha re ziaes e vije da baotred ha merc'hed al lizhiri hiviziken (lakaet e vez tout ar bec'h warno, peorien-gaezh anezho)... "Rue des Embruns" a sonfe bravoc'h eget "Castel Ac'h" war a seblant. Perak ne ginnig ket an Ao Lesven, ul Leonad a ouenn vat, e vije lakaet anvioù saoznek ? Modernat ! Ha perak ket an divyezhegezh saozneg-sinaeg, sed an amzer-da-zont !

Hanter-hent ez eo kinnig an Ao Poignant, maer Kemper-Kaourintin (evel m'en deus lavaret da vare sinadur karta "Ya d'ar Brezhoneg" gant France Bleu Breizh-Izel e miz Here 2008) : divyezhekaat an anvioù-lec'h brezhonek. E-giz-se vije moaien da c'houzout ez eo Kêrfeunteun ar "Village de la Fontaine", skrivet vo dindan (pe a-us ?e-kichen ? a-zhou ? e lizherennoù stouet ? e lizherennoù tev ? e liv splann ?). Kollet eo dija "An Douar Du" hag "An Dour Gwenn", en em voazañ a raimp digudenn gant "la Maison de l'Idiot" rak bravoc'h eget Ti Nay eo memestra.

Ha war-lerc'h ? Skouer eus ar politikerezh gallekaat a gendalc'h da ober e reuz ez eo ar c'hoarioù lec'hanvadurel nay-se. N'hallimp ket herzel ouzh an holl dagadennoù hep gonit ur statud a yezh ofisiel. N'hallimp ket dont a-benn hep stourm.

Emgav a roomp d'ar Vretoned kar o yezh, d'ar stourmerien ha stourmerezed, d'an holl aozadurioù (Sindikadoù, kevredigezhioù, strolladoù...) d'ar Sadorn 24 a viz Genver da 11 e beure :
— E Kemper : dirak an ti-post kreiz, bali Kerguelen ;
— E Gwengamp : dirak an ti-post zo e-tal da blasenn ar marc'had
.

Deuit niverus ! Stourmomp hag e vefomp trec'h !

Brezhoneg, yezh ofisiel ! Hep pobl Vreizh, brezhoneg ebet !

EMGANN

Jan Mai Salomon

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons