An dibenn-sizhun tremenet e oa bet dalc'het Breujoù ar strollad Ai'ta ! e Montroulez. E-pad daou zevezh ez eus bet kaoz deus mont en-dro diabarzh ar strollad koulz ha deus ar strategiezh ha deus an oberennoù a fell deomp sevel evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran.
Pa oa bet savet ar strollad Ai'ta ! e 2005 e oa bet dibabet stourm evit talvoudekaat ar brezhoneg en tier-gar, dre gomz ha dre skrid. Dibaoe un nebeut bloavezhioù e vez gwelet ar strollad o stourm war tachennoù all, met derc'hel a reomp da labourat war dachenn an SNCF memestra.
Da heul e embannomp ul lizher resevet ganeomp da c'houde an emgav bet nevez 'zo gant dilennidi Kumuniezh Kumunioù Gwengamp diwar-benn al labourioù boulc'het e brasan ti-gar bro Dreger. Un tanva eo deus al labour ingal hag aketus graet gant stourmerien ar brezhoneg. Chom a raio Ai'ta ! war evezh-bras eno koulz ha tier-gar all ar vro.