Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Brezhoneg e Tram Brest : enselladenn keodedel Ai'ta !
D'ar sadorn 23 a viz Even e vo digoret an Tram d'an dud war an ton bras. Setu e pedomp an holl dud prederiet gant lec'h ar brezhoneg er vuhez foran da vont asambles ganeomp da sellet a-dost ouzh an dra-se. Emgav da 10 eur 15 war plasenn Strasbourg
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 21/06/12 18:55

Ouzhpenn daou vloaz 'zo e c'houlennomp ma vo doujet ouzh ar brezhoneg e Tram Brest. Gouzout a ouzomp bremañ e vo gwelet ha klevet hor yezh ennañ, met ne soñj ket deomp e vo par ouzh ar yezhoù all siwazh… daoust d'ar pezh o doa goulennet dibaouez tud Ai'ta ! evel tud all ivez.

D'ar sadorn 23 a viz Even e vo digoret an Tram d'an dud war an ton bras. Setu e pedomp an holl dud prederiet gant lec'h ar brezhoneg er vuhez foran da vont asambles ganeomp da sellet a-dost ouzh an dra-se.

Emgav da 10 eur 15 war plasenn Strasbourg evit un “enselladenn keodedel” 'ta, da lâret eo mont digoust gant an Tram ha gwelet petra a zo bet gounezet koulz ha petra a chom da c'hounit evit ma vefe reizh plas hor yezh. En ur mod sioul ha pozitivel e fell deomp kas an oberenn-mañ da benn evel-just. Un doare da ziskouez d'an dilennidi ivez e vez prederiet muioc'h-mui ar Vretoned gant an dra-mañ hag ez eo pase poent reiñ ur gwir plas er gevredigezh d'hor yezh ha d'ar re a gomz anezhi.

Voir aussi sur le même sujet : tram,Brest,brezhoneg, ai\'ta,