
Kemennadenn en div yezh - Communiqué bilingue Strollad Ai\'ta ! Treger a fell dezhañ kas e wellañ gourc\'hemennoù da skipailh ti-kêr Lannuon abalamour d\'an dibab graet gantañ evit \'pezh a sell deus
Kemennadenn en div yezh - Communiqué bilingue
Strollad Ai\'ta ! Treger a fell dezhañ kas e wellañ gourc\'hemennoù da skipailh ti-kêr Lannuon abalamour d\'an dibab graet gantañ evit \'pezh a sell deus ar brezhoneg. Seizh vloaz goude bezañ dibabet labourat evit tapet live 2 ar garta « Ya d\'ar brezhoneg ! » o deus choazet hon pennoù bras ha kalonek ober ur pezh lamm war-raok... o sinañ adarre live 2 ar garta !
Ober a ra vat gwelet emañ an dilennidi war ar memes linenn, deus penn uhelañ ar Stad betek an traoñ, ha pa vefent deus an tu kleiz pe deus an tu dehou ! Brav eo gwelet anezhe tout o terc\'hel d\'o ger hag o poaniañ evel ma reont evit reiñ un dazont d\'hor yezhoù ha sevenadurioù minorel. Marteze n\'eo ket dav mont ken founnus all memestra ! Dreistordinal eo bet komzoù an aotrou Denis Orjol (Parti de Gauche) ivez p\'en deus pouezet war ar fed emañ hor yezh e-maez al lezenn. Deuet eo gantañ avat ! Kredapl en deus ankouaet lâret ivez n\'he deus mann d\'ober en Lannuon, rakar amañ ne vez ket komzet brezhoneg, ha n\'eo ket bet graet a-holl viskoazh !
Laouen-bras eo Ai\'ta ! gant ar c\'heloioù-mañ eta. Pell \'zo n\'hon devoa ket bet tu d\'ober un tamm tro en Lannuon, ha hir e kavemp an amzer. Diaes eo dimp profitan deus an amzer vrav, anat deoc\'h, ha ne oaromp ket ken petra ober ! Setu, trugarez vras da skipailh an ti-kêr evit bezañ soñjet ennomp \'ta, ha kenavo... a-benn nebeut !
Le collectif Ai\'ta ! Treger tient à féliciter chaleureusement le conseil municipal de Lannion pour son vote courageux concernant la langue bretonne. En effet, quelques sept ans après s\'être engagé à obtenir le niveau 2 de la charte « Ya d\'ar brezhoneg » (Oui à la langue bretonne), nos téméraires édiles ont décidé de faire un grand pas en avant… en re-signant le niveau 2 de la dite charte !
Il est réconfortant de voir que nos élus, du sommet de l\'Etat jusqu\'à l\'échelon le plus local, et ce d\'un bord de l\'échiquier politique à l\'autre, font preuve de constance et de détermination en matière de respect des engagements et de défense des langues et cultures minoritaires. A ce rythme là, il n\'y a plus aucun souci à se faire pour l\'avenir de notre langue ! Une mention spéciale pour M. Denis Orjol (Parti de Gauche) qui n\'a pas manqué de souligner le caractère illégal de la langue bretonne. Encore a-t-il dû oublier de mentionner qu\'elle est aussi et surtout illégitime, puisqu\'il est évident que personne ne parle ou n\'a jamais parlé breton à Lannion.
Ai\'ta ! se réjouit donc de ces bonnes nouvelles car il y a déjà quelques temps que nous n\'avions pas eu l\'occasion de nous illustrer à Lannion. L\'ennui et le dés½uvrement nous guettaient ! Un grand merci au conseil municipal pour ses intentions sincères, et à très bientôt.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !