D\'an 23 a viz C\'Hwevrer da d/Ti ar Vro Treger ha Goueloù azalek 3e e Kawan (22), ec\'h en em gavo daou zarvoud a-bouez evit emsav ar brezhoneg e bed ar re vihan.
Derc\\\'hel a raio Divskouarn, ar gevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata, tapet ganti priz kentañ Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2007, e drede emvod-meur. Graet vo ganeomp bilañs ar bloavezh kentañ a labour a-vicher, ha diskouezet vo ivez ar raktresoù evit 2008 hag ar bloavezhioù da zont !
An digarez e vo an abadenn-se da lakaat ur c\'hwec\'hvet lec\'h degemer bugale yaouank barzh rouedad Divskouarn, magouri Bear, Ti Poupigoù, a vo sinet ganti Karta Divskouarn. A-bouez ruz e vo ar sinadur pa vo Ti Poupigoù, framm kentañ maez Penn-ar-Bed da vont e-barzh rouedad an tiez degemer lec\'h ma vez kinniget brezhoneg.
Digor d\'an holl eo an devezh, da 3e e vo kroget gant an Emvod meur e-unan, ha da 5e30 e vo sinet ar garta gant Ti Poupigoù.