Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Brezhoneg e 6 miz: ur film-kazetenn-testeni, savet gant Ronan Hirrien e Lesneven
Ti ar Vro Bro Leon Ti ar Vro - Bro Leon pour Ti ar Vro - Bro Leon le 10/10/06 13:25

Film "Brezhoneg e 6 miz" e Sinema Even e Lesneven D'ar Yaou 19 a viz Here da 8 eur hanter e vo skignet film "Brezhoneg e 6 miz" e Sinema Even e Lesneven. 1añ a viz Here 2003, e maner Keranden e Landerne, kentañ devezh ar stummadur hir e brezhoneg kinniget gant Stumdi. 35 a dud deuet a zo o sellet an eil ouzh egile kurius, lod a seblant bezañ nervus awalc’h. O dervezh distro-skol eo. War-lerc’h ur stummadur puilh a 6 mizvezh, 35 eurvezh bep sizhun, hag a-drugarez d’ar brezhoneg, o deus fiziañs da gaout ul labour e brezhoneg. E-doug ar c’hwec’h mizvezh-mañ em eus filmet pemp stajiad, dezho personelezhioù, orinoù, ha c’hoantoù a-bep seurt. En tu all d’o c’hoant da labourat e brezhoneg, emaint amañ evit un afer a santimant. Ezhomm zo, a-benn deskiñ ur yezh ken disheñvel hag ar brezhoneg e vo dav dezho poaniañ hardiz, savet ha skoliataet m’int bet e galleg. Klask a reont implij ar brezhoneg e-maez ar c’hentelioù, cheñch a ra o sell war ar bed brezhoneg a-wechoù. Dre ma teskont brezhoneg e vezont cheñchet int-i o-unan ivez.

Skignet e vo ar film e brezhoneg hag istitlet e galleg ha war-lerc'h e vo tu da gaozeal gant Ronan HIRRIEN, aozer ar film.

Priz mont e-barzh : 3 euro.

Evit gouzout hiroc'h : Ti ar Vro – Bro Leon, 02 98 83 30 41.

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons