Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg berzhet : bodadeg skoazell Ai'ta ! dimerc'her e Roazhon

Stourm a ra Ait’a ! evit difenn ha broudañ ar brezhoneg er vuhez foran. D’ar 14 a viz Meurzh 2012 e oa bet aozet un oberenn pegañ skritelloù « E

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 12/05/13 16:27

Stourm a ra Ait'a ! evit difenn ha broudañ ar brezhoneg er vuhez foran. D'ar 14 a viz Meurzh 2012 e oa bet aozet un oberenn pegañ skritelloù « E brezhoneg ! » ouzh panelloù divrezhonek an Hent-Bras 165, e Lann ar Stêr. Savet he doa klemm an DIR-O (Direction Interdépartementale des Routes de l'Ouest) da heul an taol arouezius ha difeuls-se.

Galvet zo ur stourmer deus Ai'ta ! da vont da di-polis Roazhon, ouzhpenn ur bloaz goude, evit bezañ goulennataet gant ar boliserien, d'ar merc'her 15 a viz Mae da 4 eur 30.

Goulenn a ra Ai'ta ! d'an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg dont d'en em vodañ dirak an ti-polis adalek 4 eur 15 evit skoazelliñ hor c'hamalad ha diskuliañ groñs emzalc'h ar Stad, ha ne oar nemet gwaskañ ar Vretoned ha nac'hout groñs an disterañ cheñchamañt evit ar brezhoneg, war vord hon hentoù koulz hag e pep lec'h e Breizh.

Stourmomp evit ar brezhoneg hag hor gwirioù… Brezhoneg bev ! Brezhoneg ofisiel !

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 9 ?