Kevrenn UDB an Naoned a zo a-du penn-da-benn gant intrudu kenstrollad "Brezhoneg barzh an tele" evit pouezhañ war Frañs 3 a-benn adlakaat programmoù e brezhoneg e Bro-Naoned. Pal stourmerien-se a chom lakaat an holl e Liger-Atlantel da sellout ouzh abadennoù e brezhoneg istitlet e galleg ha pas soñjal eo Bro-Naoned ul lec'h dilec'hiet 'maez eus Breizh. Brezhonegerien a zo e Bro-Naoned, tud a gomz, a zesk, a skriv, a gan e brezhoneg, tud all a zo dedennet gant ar yezh hag ar sevenadur. Penaos kinnig programmoù hep soñjal deus outo ?