Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Compte rendu -
Breudeur Guichen el lise : ur pezh mell souezhadenn
Kuzhet mat e oa bet d'an holl re yaouank ... tud "Ar Re Yaouank" just a-walc'h !
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 12/01/13 2:11

Kuzhet mat e oa bet d'an holl re yaouank ... tud "Ar Re Yaouank" just a-walc'h !

Yaou kentañ el lise. Skuizh un tamm an dud, perak aozañ ur filaj fennozh ? Ha piv eo an daou zen deuet da seniñ goude Erell hag he zelenn hag Uriell hag he violoñs ?

Stokañ a reont barzh an daouarn : "ar vreudeur Guichen !". Hag int da zañsal hardizh e-pad un eurvezh, scottish, gavotenn, ha da dommañ nozvezh trist ha gleb miz Genver.

Ur souezhadenn prientet gant Julia, ul liseadez. Aet e darempred gant ar vreudeur, war al leurenn abaoe 35 vloaz. Hag unan anezho, ar gitarour, o komz brezhoneg, hag o lavarout e teuio er maez a-benn nebeut ur bladenn gant un titr e brezhoneg "chadennoù denel", hag ur ganaouenn kanet e brezhoneg gantañ.

Peadra da vezañ laouen. Kregiñ a ra mat ar bloaz nevez.