Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Breizhiz ar Bed – OBE, Ger ar Prezidant
Embannet eo bet n'eus ket pell'zo e oa bet renevezet Burev “Breizhiz ar Bed – OBE” gant donedigezh Mikael Gwilhom ha Jakez Ar Foll o c'hemer ar postoù Prezidant ha
Reun Allain pour Bretons du Monde - OBE le 21/05/11 22:07

Embannet eo bet n'eus ket pell'zo e oa bet renevezet Burev “Breizhiz ar Bed – OBE” gant donedigezh Mikael Gwilhom ha Jakez Ar Foll o c'hemer ar postoù Prezidant ha Sekretour Meur . Reiñ a reomp hiziv ar gaoz da vMikael evit “Ger ar Prezidant”. Diskouez a ra Mikael dre ar ger se penaos e soñj “lakaat BaB-OBE da vezañ ur benveg efedus evit kas war-raok talvoudegezhioù sevenadurel, ekonomikel ha politikel Breizh e-touez ar Vretoned divroet hag er broioù e-lec'h emaint o vevañ.”

Kenvroidi ger

Genidik on deus Ploure, Bro-Pourled; e-lec'h e voen ganet tost da dri ugent vloaz bremañ. Dek vloaz tremenet-on deuet da grouiñ burev dileuriadur stal labour Vitalac en Azia. Ur stal labour anavezet mat eo Vitalac ha brudet-tre evit boud ur mailh etrevroadel e magadurezh ha yec'hed loened ha dreist-holl magadurezh ha yec'hed moc'h ha pesked. Diazezet em-eus stal labour Vitalac e meur a vro eus Azia : Thailand, Korea, Taiwan, Filipinez ha Vietnam evel just. Ouzhpenn tri mil tonenn frouezh ispisial hag eus ar gwellañ danvez a vez gwerzhet ganin ha gant va skipailh e broioù Azia. Toud ar frouezhioù-se a vez graet hag ezporzhiet eus labouradeg Vitalac lec'hiet e Karnoed e Bro-Gerne. A-raok dont da labourat en Azia em eus labouret e Breizh-Veur, Iwerzhon hag en Afrika ar C'hreisteiz eus 1979 betek 2000.

Kelenner a volontez vad e skol-veur Nong Lam e ker-Saigon ma'z on, e strivan da dreuzkas va skiant-prenet a vagadurezh moc'h da studierien da live mestroni. Pa chom ganin un nebeud eurioù vak e c'hoarian muzik keltiek ha vietnamek gant ar strollad “Lang Du”. Brudet mad a-walc'h e Vietnam, ar strollad “Lang Du”(1) zo bet pedet da vont da c'hoari er F.I.L en Oriant e miz Eost da zont.

Gant skoazell Jakez ar Fol , Benoît Jonet ha Trinh Quang Thanh hon eus diazezet KBBV-Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam tri bloaz'zo. Bep bloaz, Gouel Breizh-Gouel Erwan a vez aozet gant KBBV gant berzh bras. Warlene tost da 700 tud oa deuet da gemer perzh e Gouel Erwan-Gouel Breizh.

Brezhoneger a-vihanik on, met siwazh n'em eus ket desket da skrivañ ar brezhoneg lennegel. Desket 'm-eus komz brezhoneg gant va zud, va zud kozh ha gant ur voereb gozh a rae war ma zro pa oan bugel. Alies e ran ur meskaj gant rannyezh Bro-Bourled hag-hini Bro-Fisel. O vezañ ez on emsaver war tachenn ar sevenadur abaoe bloavezh dek ha tri ugent, me am eus kemeret perzh e kalz stourmoù evit ar yezh hag evit anaoudegezh hevelebiezh Breizh.

War poent kemer karg kadoriad Breizhiz ar Bed-Organisation des Bretons de l'Extérieur (BaB-OBE), eo ret din saludiñ al labour dispar hag heverk a zo bet graet gant an holl gadorladoù a zo bet e penn BaB-OBE en va diaraok ha dreist-holl Louis-Paul Heussaff hag en deus roet din he fiziañs. Red eo din ivez reiñ gourc'hemennoù ha mel d'ar velestrourien BaB-OBE, evit o labour pemdeziek estlammus. Int o deus en em ouestlet hep espern strivoù e-pad kement amzer evit BaB-OBE. Goulenn a ran ganto gant kalz izelder kalon kenderc'hel o c'hefredoù pouezus bras e-touez skipailh sturierien BaB-OBE. N'on ket evit spurmantĩn dazont BaB-OBE hep o perzh e melestradurezh ar gevredigezh.

Ma'z eo abred marteze c'hoazh evidon da ginnig oberiadennoù resis d'an dud en OBE, c'hoant am-eus memestra da eskemm ganeoc'h diwar-benn va gweladur eus BaB-OBE en amzer da zont.

Soñj a ran emañ BaB-OBE galvet da gendastum, dreist toud ho dibarelezhioù, an holl gevredigezhioù Bretoned divroet. Red eo deomp lakaat BaB-OBE da voud degemeret evel organ dileuriadel Bretoned ar bed a-bezh. Evit gounit an anaoudegezh-vat-se gant hon kenvroidi o vevañ e broioù estren ez eo ret deomp lakaat da gentañ hor c'hevredigezh da vezañ war-wel er “mediaoù” (skinwel, skingomz), kemer perzh en abadennoù ha gouelioù a bep sort (Gouel Breizh, FIL…), kemer perzh er manifestadegoù politikel (Breizh Unanet...) hag implij an holl droioù posupl da ziskouez BaB-OBE e buhez foran. Red eo lakaat BaB-OBE da vezañ ur benveg efedus evit kas war-raok talvoudegezhioù sevenadurel, ekonomikel ha politikel Breizh e-touez ar Vretoned divroet hag er broioù e-lec'h emaint o vevañ. Ret e vo dimp ijinañ ha kempenn oberiadennoù kelenn da ledanaat deskamant hor c'henvroidi divroet ha dreist-holl deskamant ar re yaouankañ war istor Breizh, hor yezh, ar sonerezh, an ekonomiezh, ar politikerezh evit dihuniñ o spered-bro hag ober diouto difennerien hon hevelebiezh breizhat hag artizaned e savadur ur vro loc'hus ha dieub. Hardizh ha frank eo ur steuñv a seurt-se ha-setu perak on dedennet gantañ evit gwir.

Trugarez deoc'h evit ho fiziañs hag ho skoazell. Bevet Breizh (Dieub)

(1) An Oriant Sadorn 13 a Viz Eost da 9 e noz, Grand Théâtre.: « Les portes de l'Annam », krouidigezh Vietnam/Breizh.

Vos 1 commentaires :
TILLENON Yann-Ber Le Mardi 24 mai 2011 01:57
Pal an emsav, an dra-se a oar an holl, a zo bet a-viskoazh savidigezh ur Stad Vrezhon e stumm pe stumm. Moarvat, abaoe derou ur c’hantved, eo bet komprenet e ranke pobl Vreizh adsevel ur Stad bennak anez bezañ barnet da vont da get.
Meizet eo bet ar Stad-se e meur a zoare, daoust ma anzave an holl re a erbede ar savidigezh anezhi ne c’helled ket tremen hepti. Peurvuiañ e oa renet ar stourmerion gant o spontoù hag o rakvarnioù pa glaskent termeniñ ar Stad-se.
Da skouer, pa ginnigent ur Stad sujet da Vro-C’hall, hep perzhioù gwirion ur Stad, e oant renet gant ar soñj e oa ret didaeriñ ar pennadurezhioù gall ha gonit o madelezh evit ma asantfent dre gaer reiñ o goulenn d’ar Vrezhoned.
A-wechoù all e tiazezent o goulennoù war ul lezennelouriezh aet e-maez a c’hiz. Etre an daou vrezel, da skouer, e raed kalz a reuz endro da feur-emglev 1532, e giz p’en dije bet hemañ un dalvoudegezh bennak, diazezet ha ma oa bet da heul un drouziwezh soudardel dieiltro.
Lod all, zoken, a nac’he resizañ e nep doare, koulz lavaret, bevennoù ar Stad a oa ezhomm anezhi gant ma vije bet goulennet en anv ar « vroadelouriezh » e vije bet mat atav. Dre vras e oad techet en amzer-se da grediñ e c’helle ar vroad end-eeun bezañ distag diouzh ar Stad.
Eno, dres, edo ar fazi. Daoust maz eo bet graet broad Vreizh gant an istor n’eo ket diazezet he gwirioù war an istor, na war ar gwir, etrevroadel pe get.
Adal ma anzaver ez eus ur vroad vrezhon hag he deus ar gwir da vevañ eo e tegemerer war un dro ivez e tle kaout kement perzh he deus ezhomm ur vroad evit bevañ e gwirionez, da lavarout ur Stad vroadel pe ma karer ur Stad klok.
Ar Stad e gwirionnez n’eo nemet ar vroad hec’h unan, he buhez, ha n’eus diforc’h ebet etre ar Stad ha buhez ar vroad. Kement a zo graet adal bremañ abenn adsevel ar sevenadur, da skouer, a denn
ivez war un dro da grouiñ ur framm stadel.
Ur vroad a zo da entañ ur gumuniezh ha n’eus kumuniezh ebet hep urzhiadur nag ere start etre an izili anezhi, pe kentoc’h hep framm a c’hell aotren d’ar bobl dibab hec’h hent e giz ma kar. Pa implijer ar ger framm e intenter ar menoz e tle ar bobl mirout an intrudu da reiñ d’he buhez al liv a zereo outi. Hogen merkañ a ra ivez un disrann krenn diouzh ar frammoù estren a vir ouzh pobl Vreizh end-eeun da embreger he frankiz.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons