D'ar 25 a viz gwengolo e sal Bere e Kastell-Briant (Liger Atlantel) e vo dal'chet kendalc'h bloaziek Skol-Uhel Ar Vro gant an talbenn "Breizh 'zo sonerezh". Klask ober "stad an traoù" evit sonerezh Breizh a-vremañ a vo labour hor c'hendalc'h ar bloazh-mañ : gouestlet e vo ar mintinvezh d'an "hevelebiezh hag
D'ar 25 a viz gwengolo e sal Bere e Kastell-Briant (Liger Atlantel) e vo dal'chet kendalc'h bloaziek Skol-Uhel Ar Vro gant an talbenn "Breizh 'zo sonerezh".
Klask ober "stad an traoù" evit sonerezh Breizh a-vremañ a vo labour hor c'hendalc'h ar bloazh-mañ : gouestlet e vo ar mintinvezh d'an "hevelebiezh hag an Hengoun", an abardaevezh d'ar chrefen liammet gant ar birvilh kempred.
Kavit amañ da-heul roll klok an devezh bras-mañ :
- 9h15 :Ton sonerezh degemer (sonerion Kastell-Briant)
- 9h30-9h45 :Digeriñ ar gendael gant an Ao Kadoriad Yvonig Gicquel
Hanter-devezh gentañ : Hengoun hag hevelebiezh
- 9h45-10h00 :Patrick Bardoul : Sonerezh Bro Vez
- 10h-10h15 :Kinnig ar gendael gant René Abjean (kadoriad kevrenn "sonerezh ha koroll" SUAV) : "Pezh a liamm ar sonerezh hag an hevelebiezh breizhek"
- 10h15-10h30 :Yves Defrance (kenelsonerezhour) : "Pere eo azonoù ar sonerezh breizhek ?"
- 10h30-10h45 : Patrick Malrieu (kadoriad Kuzul Sevenadurel Breizh, kendiazezour DASTUM) : "Treuzkas an hengoun sonerezhel e Breizh"
- 10h45-11h00 : Louis Dumontier (sonaozour, mestr laz-seniñ) : "Breizh ar grouerien"
- 11h00-11h15 : Pennad seniñ : Brigitte Baronnet (telenn geltiek)
- 11h15-12h30 : Taoliad krenn gant ar berzhidi a-us hag ivez : René Abjean, Pierre-Yves Moign (sonaozour), Jacques Michenaud (rener DASTUM), Paul-André Bempéchat (sonerezhour)
- 13h00-14h00 :Pred kanet
Eil hanter-zevezh : nerzh ar sonerezh breizhek hiziv ha warc'hoazh
- 14h15 : Pennad seniñ
- 14h30-14h45 : Digeriñ an endervezh gant Alan Stivell, sonour, ezel urzh an Erminig
- 14h45-15h00 : Laurent Bigot, kelenner sonerezh : "Pouezh diazez ar stummañ e dinamik kempred ar sonerezh breizhek"
- 15h00-15h15 : Martine Le Bras-Sourisseau (renerez Musik ha Dañs e Breizh) : "Prederiadennoù diwar-benn tregont bloavezhiad kenstrivadegoù : pe laz evit ar sonerezh breizhek ?"
- 15h15-15h30 : Paskal Lamour, gwenedour, kaner ha sonour : "Ar sonerezh breizhek, diles ha lieslevezonet"
- 15h30-15h45 : Yann Goasdoué, talabarder, ezel kuzul-merañ Coop Breizh : "Skignañ sonerezh Breizh"
- 15h45-16h : Pennad seniñ (Patrick Bardoul, akordeoñs diatonek)
- 16h-17h : Taoliad krenn gant ar berzhidi a-us hag ivez : Bernard Hommerie (Kan ar Bobl, Kerig), Bob Haslé (kadoriad Bodadeg ar Sonerion), Agnès Dauneau (renerezh Kreizenn Arz Poblek Breizh), Jean-Marie Airault (eil-kadoriad Kendalc'h)
- 17h00 :Dezastum an devezh gant René Abjean, kadoriad kevrenn Sonerezh ha Koroll SUAV
- 17h15 : Klozañ an daelioù gant Yvonig Gicquel, kadoriad Skol-Uhel ar Vro
Standoù : Jorj Bothua, BAS, Kendalc'h, War 'l Leur, Dastum, Conseil Culturel de Bretagne/Kuzul Sevenadurel Breizh Coop Breizh, Keltia Music, Agence Culturelle Bretonne Morvan Lebesque, Glad, Lutun ar c'hoajoù, Bretagne réunie, associations de Châteaubriant…
Diskouezadeg : "Binvioù seniñ Breizh eus ar Grennamzer d'an XXIvet kantved" : " Korf hag ene ".
Diouzh an noz e vo dalc'het lid Gouel an Erminig (war bediñ).
Enkerzh dieub.
Titouroù : 02 97 68 31 10.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !