Dec'h e oa tro kentañ « Corsica Football Cup » e Aiacciu. Evit ar c'hrogad kentañ aet eo ar maout gant skipailh Gabon a c'hoarie a-enep skipailh Togo. Un trec'h brav eviti, 3-0. An eil krogad etre an Diaouled Du hag « Squadra Corsa » zo echuet gant un trec'h (2-0) evit ar skipailh gorsat

Dec'h e oa tro kentañ « Corsica Football Cup » e Aiacciu. Evit ar c'hrogad kentañ aet eo ar maout gant skipailh Gabon a c'hoarie a-enep skipailh Togo. Un trec'h brav eviti, 3-0. An eil krogad etre an Diaouled Du hag « Squadra Corsa » zo echuet gant un trec'h (2-0) evit ar skipailh gorsat a-drugarez da balioù merket gant Tiberi (45') ha Mandrichi (60').

Taliñ a raio ar gourfenn ar skipailhoù korsat ha gabonat warc'hoazh da 8e30 da noz. An Diaouled Du a c'hoario evite-int da 6 eur evit an drede plas a-enep skipailh Togo. E Bastia e vo an daou grogad-mañ ha skignet e vefont war-eeun dre France 3 Korsika Via Stella. Gallout a rafed sellout ouzh ar c'hrogadoù dre al lec'hienn-mañ : http://video-direct.france3.fr/player.php?id=838

Un nebeud tud eus ar c'h/Kop Breizh e oa er match evit ma vo skoret an Diaouled Du gante. Degemeret mat 'neunt bet gant ar suporterien Orsi Ribelli hag eo dibunet ar c'hrogad gant un amva mat. Warc'hoazh e vefont ivez e Bastia hag ober a refont dimp sur-a-walc'h ar rentañ-kont resisoc'h diwar-benn ar match-mañ hag an amva er tribunelloù goude o distro.

Bevet Breizh !

Strollad-ren Kop Breizh

Kop Breizh

Le Kop Breizh est un groupe de supporter de l'Equipe de Bretagne de football. Le groupe est indépendant de tout parti politique, mouvement ou association.
Le Kop Breizh revendique so caractère breton et celtique, à l'image de son équipe. Nous nous inscrivons de ce fait dans la promotion de l'identité bretonne.
www.kopbreizh.org
www.kop-breizh.niceboard.com En savoir plus