Roazhon d'ar 26 05 06
Breizh = Montenegro ?
Emgann-Emsav an tu kleiz evit Breizh dizalc'h a zalc'ho soñj eus disoc'h ar referendum bet sevenet en dibenn-sizhun diwezhañ e Montenegro. Gallout a rio ar vroad vihan-se, 620 000 annezad enni, kemer perzh el lezioù etrebroadel evel a vez dleet. Dre lakaat e pleustr an emdermeniñ pobl Montenegro he deus bet an tu da zibab war pe hent a ranke mont en amzer da zont evel ur vroad, ha dibab tu an dizalc'hourien. Kerkent ez eus bet roet lañs da vreudoù gant an Unvaniezh Europat a-benn e teufe Montenegro enni. Ma'z omp laouen dre m'eo bet lakaet e pleustr ar gwir demokratel d'en em dermeniñ, da lavaret eo ar gwir da zibab e dokad broadel, ret-mat deomp lavaret e laka sklaeroc'h a-wel d'an holl ez eus un diouer a zemokratelezh gouzañvet gant Breizh hag he fobl. Gant muioc'h evit 4 milion a dud o vevañ enni (muioc'h eget e Slovenia, muioc'h eget forzh peseurt bro Valt ha muioc'h eget Malta !), gant ur bersonelezh kreñv hag un istor a-ziforc'h, rank a ra Breizh asantiñ kaout he gwalc'h gant ur c'huzul rannvro spazhet ha dic'halloud, dic'houest ma'z eo da zifenn hon interestoù el lezioù etrebroadel, da zifenn ha kas war-raok hor yezh hag hon identelezh, da lakaat war-sav un demokatelezh tost ouzh an dud a vroudfe ar c'hengred hag an araokaat sokial. Diwar-se e fellfe deomp gwelout muioc'h-mui a Vretoned o'n em ouestlañ evit Breizh dieub ha kengred en Europa ar pobloù hag al labourerien. Sed aze ar pezh lavarimp e manifestadeg ar sadorn 3 a viz Even e Roazhon aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh evit ar brezhoneg, unvaniezh hor bro hag evit galloudoù nevez da Vreizh. Ho kervel a reomp da zont niverus.
E anv Emgann-MGI : an degemennour broadel Gael Roblin Emgann-MGI bp70215 22202 Gwengamp cedex emgannetre [at] no-log.org http://bretagnelibre.over-blog.com/