Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (19 photos)
- Reportage photos -
Breizh : damwisket ar vro gant an erc’h
Ur valeadenn ouzh ar mor (ar porzh, an aod) e Konk-Kerne, gwennaet gant an erc'h. Fotoioù. MAJ.
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 12/02/21 20:45

Raktreset e oant derc’hent-dec’h (dimerc’her). A-benn ar fin, erruet int dec’h (diriaoù), e-kreizig miz c’hwevrer. Int ? Piv ‘ta ? Ar malzennoù ! Ar fulennoù ! Ar pluennoù ! ha me oar c’hoazh... Kement a gerioù zo e brezhoneg evit hon takennigoù-erc’h, pa ‘z’eus unan nemetken evit lâred an erc’h !

Deuet eo ar vro da vezañ gwenn-erc’h !

Damwisket emañ ar vro gant an erc’h. Koulz parkeier an Argoat hag ar reier e bro Arvor, rik ouzh an aod. Ur gwir burzhud zo evit ar bourmenerion. N’eo nemet dezhe bezañ war evezh, muioc’h evit da gustum, pa sellont ouzh an douar pe ouzh ar riblenn-straed, er-maez. Perak ? Kenkaz e chomfe ar straedoù skornet un tamm, muioc’h c’hoazh goude bezañ bet skrapet gant kirri-samm pe ostilhoù ar « Servijoù d’an dud » . Ur ret eo bezañ aketus-krenn pa valeer war an douar pe tachennadoù hag a cheñch-dicheñch hep ehan : erc’h, skorn, skorn, erc’h, skorn. Erc’h : sur-mat eo pa sanka ar botoù gant trouzig plijus a wispid drailhet. Skorn : risklus eo tamm pe damm, treiz a-wechoù.

Ral a-walc’h : an erc’h e Breizh

Ral eo e Breizh. Ar wech ziwezhat e oa ur pemzek bloaz bennaket, a lâr tud zo. Dalc’het m’eus soñj eus ur bloavezh, e prantad vakansoù Nedeleg ma vugaleaj, e Kreiz-Breizh. Erc’h a oa e pep-lec’h : dre ar maezioù, ma veze c'hoazh girzhi tro-dro dezhe, war an toennoù maen-glas. Gwenojennoù bihan a oa bet graet gant palioù evit ma c’hellfe an dud mont ha dont, ha kenderc’hel gant o labour aze hag a-hont, tro-dro d’an ti-feurm. Ul labour lakaet da ziaes evit a re vraz, mes ur burzhud gwenn-erc’h evit ar vugale.

« Pa vez erc'h war an douar ne vez na tomm na klouar »

« Pa vez erc’h war an douar, ne vez na tomm na klouar » a lâr ar c'hrennlavar. Hirio (e-pad ar valeadenn) m’emañ yen an amzer, sur a-walc’h - gwelloc’h e vije bet din kaout manegoù, ar pezh n’eo ket -, ne lavarfen ket emañ yen-ki pe gwall-yen pe yen-yen an amzer koulskoude. Pa vez re yen (lakomp dindan zero derez) n’eus ket a erc’h. Setu ar pezh am boa remerket e-korf ur mare e menezioù, ma oa sec'h an aer eno (disheñvel diouzh hin gleborek Breizh, sklaer eo). Kouezhañ a rae an erc'h etre 0°C ha 4°C kentoc'h, ma ne fazian ket. Ne vern ! Hirio e Breizh, tost ouzh ar mor, a-benn un eurvezh pe ziv, ez eo krog an erc’h da deuziñ, e-kreiz an abardaez (gwelet ar c’haier-fotoioù).

Lec’h pe lec’h, c’hoarioù digustum.

Un digarez eo d’adkavout pe da ijinañ c’hoarioù digustum amañ. Ober ur boulomig-erc’h ; dastum erc’h hag ober boulennoù gantan ; war gaeoù ar porzh implijout ur c'hased-plastik (hini ar besketaerien) evel ul luj evit risklañ, staget war-lerc'h ur c’harr-tan. Fentus ! N’emañ ar mor nemet un toullad metradoù pelloc’hig. Evel ma vefe ar menez o pokaat ouzh ar mor !

Gerioù :

. riblenn-straed: ur vandenn hep karr-tan na marc’h-houarn, a-hed ar straed, ma c’hell an dud mont war-droad ganti.

. garzh (girzhi) = kleuz (kleuzioù)

. Servijoù d’an dud (ti servijoù d’an dud, da skwer e Karaez): servijoù publik.

. treiz: treisoni (trubarderez).

Liammoù:

. Krenn-lavar (LeTélégramme, 2003).

. ANENA (Association Nationale pour l’Etude de la Neige et des Avalanches, Grenoble)

. Meteo (meteo.bzh)

MAJ (16vet a viz C’hwevrer 2021)
Addendum / ouzhpennad. E koun Pierre L.

Pierre L, gward pe paotr ti-repu Larche e traoñienn ar stêr Ubaye (distagañ lost an añv evel ar galleg « aïe » pe « ail » ) war arzhoù etre bro-C'hall ha bro Itali.

A-hed istor hir an draonienn-se, daou pe dri dra a c'hello sachañ evezh ar Vretoned pe a blijo dezhe, kredapl braz:

. tremen a ra Roue François 1añ dre ode Larche / la Maddallena (1991 m) evit mont da vrezeliñ en tu all d'an Alpoù (Marignan, 1515). Anavezet eo eñ e Breizh evit ... abegoù all !

. staget eo bet an draonienn ouzh Rouantelez bro-Frañs e ...1713. Kentañ hent o tont adalek bro-C'hall zo bet savet diwezhat, war-dro...1830.

. evel e bro C'hourin e Breizh (war-zu ar Stadoù-Unanet, en XXvet kantved), ez eus bet un divroadenn pouezus ha lec'hiel eus traonienn an Ubaye (war-zu bro Mexico, en XIXvet ha penn-kentañ an XXvet kantved).

Tapet e oa bet brud vat hag a-bell gant ar gward, en ur ober war-dro an ti-repu, en ur c’hinnig an degemer mat d'ar weladennerien. Paotr ar vro e oa. Ma ne oa ket kraper an den, anat d’an holl eo e oa gwir meneziad pe skier-menez (er-maez keriadennoù-ski a douristed, e tachennadoù gouez ma vez kavet dieubidigezh an natur digor) pe ivez paotr a avañtur ha beajour. Er menezioù hag er vuhez.

Lennet e noa, da skwer, al levr « Walden ou la vie dans les bois » digant Henry David Thoreau (1854), foetet bro e-noa, gant ur mignon a vro Jura, a-hed gwareg an Alpoù d’ur penn d’unan all - deus bro Aotrich betek Nice war vord ar mor Kreiz-Douar - , e-korf ur goañv a di-repu da di-repu. Pebezh redadeg ! Lavarout a rae eñ : «un tamm bara, un tamm fourmaj-laezh, setu gwellañ tra evit debriñ pa vezer o veajiñ mod-se » .

Diwezhatoc’h e noa savet un ergerzhadeg e broioù himalaiek, ha pignat war gein menez Shisha-Pangma (8013 m / 8046m) gant e wreg (kentañ a viz Here 1990). Er mare-se, lavaret en oa din : « daou-ugent vloaz on, ha poent eo din lakaat ma revr war ur menez ramz a 8000 metrad » . Komz gantañ am oa graet pa oa eñ o talañ ouzh diaesterioù da geñver ar raktres-se (ha pa vefe nemet : an dud oc’h ober goap outañ…). Mes an trec’h a oa aet gantañ : an huñvre a oa deuet da wir.

Un dra all : ur mare zo en e vuhez (pegoulz ?) ma oa bet desket war ar bageal, en enezeg Glenn (pe Glenan). Ar pezh a ziskouez mat pegen tost emañ Breizh (hag ar mor) diouzh an Alpoù (hag an uhelded). En ur mod. Ha setu penaos – da heul ar frapadig erc’hek c’hoarvezet nevez zo amañ - am eus dizoloet, dre ar rouedad, ma oa eñ aet da Anaon e 2008, en e gorn-bro, gwallgaset en diribin gant un disac’had-erc’h. Eñ hag a ouie ken mat an erc’h. Rak-se, Konk-Kerne ha traonienn an Ubaye a zo liammet, din-me bremañ.

Kalzig a vloavezhioù war-lerc'h, e soñjan gant kendruez en e familh, eno e kalon don ar menezioù kevrinek. Ken ar c'hentañ Pierrot. Bez' e vo roudennoù all dre dachennadoù glan all.

Gerioù all :

. roudenn:

merket eo an erc'h dre bouez an den, ur sac'had pounner a-walc'h ouzh e gein peurliesañ, goude m'eo eñ aet gant e hent (pe oc'h uhellaat doustadig pe o tiskenn er ribin). Chom a ra ul linenn treset gant ar skioù, war e lerc'h, nemet pa vez kalet-kalet an erc'h, marteze.

. roudennañ:

oberezh an hini-kentañ e-barzh ur skipailh: donnoc'h an erc'h, kreñvoc'h ar strivoù evit mont war-raok. E galleg: «faire la trace» .

. diribin / war ziribin:

en Alpoù-kreisteiz, e vez implijet ur gêr lec'hiel poblek (deuet eus ar c'heltieg kozh?): «roubine(s)» evit an diribin(où) pri-du, just a-walc'h.

. disac'had:

peurliesañ, disac'hadoù-erc'h (disac'hadoù meinek a zo ivez a-wechoù). Ret eo d'an alpaer pe d'ar skier-menez bezañ aketus-kenañ ouzh al leurenn ha bezañ bet tapet kalz a skiant-prennet gantañ evit kompren ma vez arvarus pe get an dachennad dirazañ. Ret eo ivez anaoud istor ar barradoù-avel a-hed ar bloaz (dre heuliañ ingal ar meteo pe en ur vevañ er vro) evit kompren penaos eo bet savet gwiskamant-erc'h ar bloaz-mañ. Un disac'had a c'hello c'hoarvez e-unan-penn, hep abeg ebet, pa vez darev an traoù. Pe dindan gwask pe bouez un den o tremen. A-benn ar fin, treitour eo an erc'h gwenn e tachennadoù digor ar menezioù.

. dour, erc'h, skorn:

da ziwall zo. Paotr emañ ar gerioù-mañ e brezhoneg. Dour du, erc'h gwenn, skorn glas.

Liammoù all:

. Disac'hadoù: www.data-avalanche.org

Voir aussi sur le même sujet : Concarneau, neige, Cornouaille, hiver, météo
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 1 commentaires
Marie-Noelle Rinquin Le Samedi 13 février 2021 09:43
O teskiñ brezhoneg emaoñ bemdez ha plijus tre on da lenn ho test diwar-benn an erc'h war hon bro, da zeskin geriou nevez evel-se: fulennou hor yezh. Ur gwir burzhud zo ho test. Trugarezh deoc'h!
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons