Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kelc'h Kloar - Photo de Marine Chauffin
Kelc'h Kloar - Photo de Marine Chauffin
- Communiqué de presse -
Folkloraj pe gouel ar vro gant tud ar vro ?

800 den war an dachenn, 60 en a youl-vat, kezeg al Laita, gourenerien ar Faoued, sonerien...

Fanny Chauffin pour ABP le 26/07/16 10:59
:
Réalisation :

800 den war an dachenn, 60 en a youl-vat, kezeg al Laita, gourenerien ar Faoued, sonerien...

Gant Diwan e kendalc'h ar stourm e-pad an hañv. Gouel evit an douristed ? Marteze a-walc'h... Met pa vez lakaet tud ar vro da labourat asambles, war dachenn Kristian, labourer douar, gant un tad bet ar c'hentañ rener tachenn kampiñ ar Pouldu, pa vez ar c'hezeg kaset gant Lili Monfort, bet desaver kezeg hag atav o lakaat troterien ha galouperien da bleustriñ e Cotonard... ur gouel evit touristed emit-hu ?

Ha Jo Derrien, gant e gazeg, bet mevel bras da 14 vloaz e menajoù ar vro, ha bugale Kloar o tougen dilhad mare Gauguin, se zo touristelezh ? Hag e touez an dud a youl vat, dastumerien, kanerien, sonerien, gouest da fardañ krampouezh ha da bignat war al leurenn war lerc'h, gouest da staliañ ha da ren ar sono, o seniñ daou ha daou evit ur c'helc'h keltiek, folkloraj eo ? Produerien sevenadur, kentoc'h, produerien deskadurezh pobl, a vez gwelet re alies evel un dra dister, un dra "n'eo ket AR sevenadur", ha koulskoude... pegen brav oa ar gouel !

Voir aussi :
mailbox
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 1 commentaires
  Kristof Konan
  le Mardi 2 août 2016 18:44
Gouel a zo evit traou douz an iliz ha fest a zo evit an traou all,fest deiz,fest noz....
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 1 ?