Put your name here

Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (12 photos)
Reportage photos
Brasparz : 40 eilenn a huñvre!
War vord Tro bro-Frañs, e-kreizig Menez Are. Kaier foto. MAJ
J-L Le Floc'h
Publié le 27/06/21 0:43 -- mis à jour le 27/06/21 00:43
52883_10.jpg
Brasparz / Brasparts. Tour de France 2021.

Er bloaz-mañ emañ pevar devezh kentañ an TBF (Tro bro Frañs) e Breizh. Pep departamant (er rannvro melestradurel) a zo e heñchad dezhañ. . Brest - Landerne 198 km Penn-ar-Bed

. Perroz-Gwireg – Gwerledan 183,5 km Aodoù-an-Arvor

. An Oriant – Pondi 183 km Morbihan

. Redon – Felger 150 km Ill-ha-Gwilun

Pet a rederien zo, evit loc’hañ ? 23 skipailh, 8 reder e-barzh pep-hini anezho, da lâret eo 184 reder

Brasparz, e-kreizig Menez Are.

Choajet eo bet ganiñ mont da vBrasparz, e-kreizig Menez Are. Evit bezañ trankillig. Evit kaout un tamm chañs da dapout fotoioù a-dost, evit inhalañ n’eo ket aer ar maezioù, nag hini ar c’herioù bras (Brest, Kemper) kennebeut, mes aergelc’h ur vourc’h sioulik kentoc’h.

War ma hent da vont eno, e-penn kentañ an abardaez, n’am eus gwelet kazi den ebet a-hed an hent a dizh-vraz ha dreist holl a-hed an hentoù bihan. Evel ma vefe goullo ar vro... Pelec’h emaint holl ? Dirak an tele, o sellet ouzh darvoud an deiz : rederien Tro bro Frañs (pe Tro Bro-C'hall, evel ma karit) o treuziñ kornog Breizh ? Pe war vord an hentoù o c'hortoz da welet ar rederien war varc'h-houarn, a-dost hag evit gwir?

O c’hortoz en a-raok.

Un eurvezh hanter a-raok ar rederien e tremen ur strollad a girri-samm. « Karavan vrudañ » a vez graet anezhañ. Ha setu profoùigoù a-bep seurt strinket pe stlapet d’an holl, ar vugale da gentañ-penn, mes ar re vraz ivez. Plijadur zo !

Un digarez eo ar prantadig-gortoz da gontañ kaoz gant an amezeien, reoù dostoc’h ouzhin. Tud eus ar vro, anezhe. Brav ! Emgavioù dic'hortozet krenn a c'hell bezañ, a-wechoù.

Dizale ! Emaint o tostaat !

Emañ ar c'hleier o vrallañ e tour iliz ar vourc’h, bremañ. Treiñ a ra un dornadig a viñsakell (betek pemp anezho) en oabl gris.

Resis eo an euriadur. Gortozet eo ar rederien amañ, e-kreizig ar vourc’h etre 3 eur 33 goude merenn (tizh a 44 km/eur) ha teir eur 51 (tizh a 40 km/eur). Poliserien war varc’hoù-tan. Gweturioù ofisiel. Ha setu ur reder en a-raok ! E unan-penn. Un toulladig kirri-tan teknikel, beloioù war o zoenn. Hag a-daol drumm…

Setu int !

Ar rederien ! Diouzhtu e vez klevet daouarn pep hini o stlakal, war vord ar straejoù ! Ha tud zo o huchal « Allez » (« Bec’h dezhi ! » e brezhoneg) pe « Vas-y ! » («Kae ganti ! » e yezh ar vro). Evel ur wagenn a energiezh eo. Evel

un tamm c’hwezh-avel o froñval. Teir eur 45 g.m. eo. Ne bad ket pell. Buan-buan e tremen ar rederien, gwisket gant chupennoù ha tokarnioù diwar o skipailh. A bep seurt liv zo ! 38 pe 40 eilenn diwezatoc’h ez eo echu an arvest. Aet int kuit dija. Evel un huñvre, ken buan hag ur virenn.

40 eilenn a blijadur. Tremenet int bet !…

Un gwallzarvoud a zo bet ha ne ouien netra diwarnañ: ur gouezhadenn vras a zo bet abretoc'h. Un eil gwallzarvoud a vo hag a welin war-eeun ouzh an tele : ur gouezhadenn all, brasoc’h c’hoazh ma vez posubl, un dek kilometrad bennak a-raok an erruout. Rakskrivet e vez (e lec’hienn ofisiel Tro bro-Frañs) emañ hent an devezh « accidentée » e live. Liveoù all a zo « plat » pe « montagne ». Ha gwir eo ez eo bet « gallzarvoudus » an devezh a-hirio.

A-benn ar fin ez eo aet ar maout gant Julian Alaphilippe. E doare brav ! Gantañ e vo gwisket ar chupenn velen e-pad an eil heñchad, dre Aodoù an Arvor.

MAJ 27 even 2021

N'omp ket bet chomet pell da welout ar chupenn velen cheñch a zivskoaz. Aet eo hi gant Mathieu Van der Poel, mab-bihan da Raymond Poulidor. E Mur (anv ar gummun a zo deuet da vezañ Gwerledan, e 2017). Kazetennerien-sport a lâr holl ez eo bet brav-spontus an daou zevezh kentañ e Breizh ! Daoust d'an div gouezhadenn...meur-spontus...! Staliet mat eo an emgann etre a re wellañ, war «an Dro» 2021, herveze... Betek an trec'h!

Gerioù:

. Heñchad pe Tennad hent an devezh (diwar geriadur Favereau www.arkaevraz.net)

. gwelet ivez geriadur Preder

Evit gouzout hiroc’h :

.ofisiel1 Tro bro-Frañs 2021 (tennad kentañ e Penn-ar-Bed, 26 even)

.ofisiel2 Tro bro-Frañs 2021 (eil tennad Aochoù-an-Arvor, 27 even)

.ofisiel3 Tro bro-Frañs 2021 (trede tennad Morbihan, 28 even)

.ofisiel4 Tro bro-Frañs 2021 (pevarvet tennad Ill-ha-Gwilun, 29 even)

.br.wikipedia Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn (pennad e bzg)

.bretagne.bzh Les expressions du vélo en breton. Da skouer: "Mouiller le maillot" >>> “Reiñ bec’h” (pennad divyezhek, galleg/brezhoneg)

.argedour.bzh E Lanester, ur giton lakaet war well evit difenn ar yezh (pennad e galleg)

.argedour.bzh Bez e oe ar c'hleier o vrallañ e Pondi (28 even) Les cloches ont sonné à toute vollée à Pontivy (pennad e galleg)

. levr «Le coureur et son ombre», gant Olivier Haralambon, Premier Parallele édition, 2017. Evit kompren petra zo e penn ur reder war velo. Skrivet gant un reder a vicher pe a live uhel-kenañ («elite») e-pad dek vloaz, hag aet da brederouriezh diwezatoc'h.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.