Bara Brith, Al Liamm
Bara Brith, Al Liamm © photographe

« — Tostait, koantennig... a zalc'he hennañ da lâret a-vuzul ma strake e c'houriz. Stanket e oa ar paourkaezh Anna a-dreñv an daolig. N'helle ket monet gwall bell hag en em

« — Tostait, koantennig... a zalc'he hennañ da lâret a-vuzul ma strake e c'houriz.

Stanket e oa ar paourkaezh Anna a-dreñv an daolig. N'helle ket monet gwall bell hag en em welet a rae tapet etre daouarn lous ar gevnidenn vil a dostae hag a dostae, difonn, difonn. Kiliñ a raas un tammig c'hoazh. Strebotiñ a raas doc'h an daolig ha koll a raas he c'hempouez arre... »

Pa gej Anna, studierez e Skol-Veur Roazhon gant Helen ar Gembreadez, e tro he buhez d'ul luziatez hag e ranko mont betek penn gant red diroll an darvoudoù...

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus