Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bodadeg Veur Ar Falz e Montroulez
Bodadeg Veur hon Emsav a vo dalc'het e Montroulez d'ar sadorn 19 a viz Gwengolo 2009 adaleg 9 eur rik. N'o devo ar gwir da votiñ nemet ar gamaraded bet paeet
Hervé Gourmelon Par Ar Falz le 9/09/09 9:37

Bodadeg Veur hon Emsav a vo dalc'het e Montroulez d'ar sadorn 19 a viz Gwengolo 2009 adaleg 9 eur rik.

N'o devo ar gwir da votiñ nemet ar gamaraded bet paeet o skodenn gante.

Roll labour ar Vodadeg Veur :
— 9 e – 9 e 30 : Gervel an izili bet paeet o skodenn gante, fiziadennoù ;
— 9 e 30 – 10 e : Danevell oberiantizoù ;
— 10 e – 10 e 30 : Danevell teñsorerezh ;
— 10 e 30 – 11 e : Diviz ;
— 11 e – 11 e 15 : Votadenn war an 2 danevell ;
— 11 e 30 – 12 e 30 : Diviz :
1— Hor roll er C'huzul Sevenadurel nevez ;
2— Soñjal en hon embannadurioù da zont (krouidigezh e brezhoneg : lennegezh,...) ;
— 12 e 30 – 12 e 45 : Dilenn an izili nevez ;
— 12 e 45 : Dibenn ar Vodadeg Veur – Banne a enor ;
— 1 e 30 : Pred (frouezh-mor war al lec'h) ;
— 4 e – 7 e : Emvod ar c'huzul-merañ nevez.

Evit aezetaat aozidigezh an devez-se ez oc'h pedet :

— Pe da gemenn deomp-ni hag-eñv e teuiot d'ar Vodadeg Veur hag e kemerit perzh er pred da un eur hanter g.m. (12 €) ;

— Pe, ma ne c'hellit ket dont da Montroulez, da gas endro deomp ar fiziadenn a gavit asambles gant al lizher-mañ. Kement-mañ a zo a-bouez evit ma c'hello ar Vodadeg Veur labourat ervad (Quorum). Ma fell deoc'h kennig ur mennad, e c'houlennomp diganeoc'h kas anezhañ d'ar burev, an abretañ ar gwellañ.

Gant hor gwellañ soñjoù demokratel, laïk ha breizhek.

Ar Burev

Pedet eo ar Falzerien o-defe c'hoant mont e-barzh ar c'huzul-merañ nevez (en o zoues ar re a ya er-maez) d'hen reiñ da c'houzout d'ar sekretourva an abretañ ar gwellañ.


41 kae Bro Leon
Ar Manu
29600 Montroulez
41 quai de Léon –
La Manufacture
29600 Morlaix
Pgz / Tél. 02 98 62 17 20
Faks / Fax 02 98 62 02 38
arfalz [at] yahoo.fr

Document PDF 16028_2.pdf Bodadeg Veur Ar Falz e Montroulez d'an 19 a viz Gwengolo 2009. Follen enskrivañ ha Fiziadenn.. Source : Ar Falz
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons