Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
Burev Bod Kelenn er vodadeg foran d'an 19-09-2011 er Faoued
photo
Burev Bod Kelenn er vodadeg foran d'an 19-09-2011 er Faoued
- Communiqué de presse -
Bodadeg Bod Kelenn : ur rouedad evit ar brezhoneg e Bro ar Roue Morvan
Un emvod a-bouez evit hor yezh a zo bet dalc'het er Faoued dec'h, lun 19 a viz Gwengolo 2011. Kinniget eo bet ar gevredigezh Bod Kelenn (savet e miz
Par Erwan Rouz pour Bod Kelenn le 22/09/11 3:36

Un emvod a-bouez evit hor yezh a zo bet dalc\'het er Faoued d\'al lun 19 a viz Gwengolo 2011. Kinniget eo bet ar gevredigezh Bod Kelenn (savet e miz Gouhere) d\'an holl ha lisaet an niver a izili hag a berzhidi e kuzul merañ ar gevredigezh hag er burev.

Setu graet an taol: goude 2 viz hepken, e kont Bod Kelenn 35 ezel, 10 anezho o vezañ perzh eus ar c\'huzul merañ ha 7 o kemer perzh er burev. Hag emeur o aozañ bodadoù a bledo war bep a dachenn gant an izili oberiant.

Mennet e oa ar gevredigezh da embann e youl da gas hor yezh war-raok e Bro ar Roue Morvan en em led (hag en em lod) a bep tu d\'ar stêr-Elle etre Kerne ha Bro-Ereg, e gwalarn departamant ar Mor-Bihan, kantonioù Gemene, Gourin hag ar Faoued ouzh e ober – d.l.e Bro Pourled, Bro Chtou hag ul lodenn eus Bro an Aven.

Tizhet eo ar pal peogwir eo bet degemeret kerent eus an teir skol brezhonek, koulz prevez ha foran, a gaver er pastell-bro.

Ur rouedad kehentiñ a fell da vBod Kelenn bout. Sag ar bolitikerien, da skouer, a zo bet aketus o heuliañ an emvod pe o kemenn deomp o sell a-du a-raok. Harp prezidant ar gumniezh kumunioù (Bro ar Roue Morvan) hon eus resevet, koulz hag hini 2 gKuzulier Rannvro, 3 c\'hKuzulier Meur an 3 c\'hanton, ha 4 Maer.

Spi mat en deus Bod Kelenn da zont a-benn da vodañ ha da gedalañ e pep lec\'h er vro-se, en tu all d\'an enebiezhioù hengounel, da lakaat hor yezh hag ar c\'helenn anezhi da vont war-raok da vat e Bro ar Roue Morvan.

Gwendal Weber, kadoriad Bod kelenn,

hag Erwan Rouz, eilkadoriad e karg eus ar c\'hehentiñ e brezhoneg.

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo Bod Kelenn – Evit hor yezh e bro Lez Breizh — Kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan — broioù Pourled, Chtou, hag an Aven — kantonioù ar Gemene, Gourin, ar Faoued.
[ Gwelout pennadoù all Bod Kelenn]
Vos 1 commentaires
Pierre Le Lostec le Vendredi 23 septembre 2011 18:12
Diwallet dohtou, me zud vad ! Kar Erwan Lelièvre e zou ur goll-brederegour -en hani e gonza langaj Preder e zou ur prederegour- hag e zaù a-du krenn get breton "arneùé" er re e zisplija er gwir vreton dehe...
Ne ma ket breton braù ha kaer er broieù a gontant deomp anehe e faota dehe harpein ha sikour meid poeson en nasionalism, ne laramb ket.
Chete peh e lara er re goh : "Aveit taped luhern pe gad e ma red saùel mintin-mad."
(0) 
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons