Ur "Bodad Lenn" e brezhoneg kinniget gant Ti ar Vro Kemper.

13/03/2019
Ti ar Vro Kemper
8e noz - 20h
E brezhoneg - En breton
Emezelañ evit ar bloaz - Adhésion annuelle

Deuit d'ar "Bodad Lenn" evit kaozeal diwar-benn :
"DISTRO JARL EUS AR BREZEL"
Ur romant skrivet gant Goulc'han Kervella hag embannet gant Embannadurioù Skol Vreizh.

Pedet e vo Goulc'han Kervella an nozvezh-se evit kinnig d'an dud e levr !